Job en deus choazet e vestrez
Setu int dimezet o-daou (bis)
Un ti muioc'h zo er barrez
Sonit bombard, sonit binioù !
Un ti muioc'h zo er barrez
Sonit bombard, sonit binioù !
'Vit ma vo gwarantet an ti
Ouzh an avel hag ar bouilhard,
Ni hen harpo ouzh hor re-ni
Sonit binioù, sonit bombard !
En-dro dezhañ lakomp koad faou
Hag an ti a vo diwallet
Diouzh an dommder ha diouzh ar glav
Sonet binioù, bombard sonet !
Hadomp bleunvenn ar garantez
Hed-a-hed da vein an treuzoù
Bleunvenn ar basianted ivez
Sonit bombard, sonit binioù !
'Vit plaenaat leurenn an ti-se
Deomp a-vandenn gant hor botoù
Dañsomp hanter-dro ha ride
Sonit bombard, sonit binioù !
Lakomp derv war an oaled
Ha serromp kloz an holl dorioù
'Vit ma vo tomm d'an daou bried
Sonit bombard, sonit binioù !
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)