Me garje kavet ur c'honsort
A deufe da welet un dort
E roul lon tra la la dire
E roul lon tra la diraino
An dort a lar e time'o
N'euz forzh gant piv ha pa garo
An dort a lar e time'o
Gwinked ar gamm pezh a garo
Savet oe 'r partach un devezh
Da sevel he lod d'an dortez
Ur c'hog bihan ha div bolez
Zo degoue'et gant an dortez
Div gozh skul bri ur gozh ribot
Pennad brasañ eus ur vazh yod
Div gozh loa sten, ur fourchetenn
Hanter vrasañ ur skubelenn
Pa oen dime'et hag eureujet
N'oa bet soner bet 'n em eured
Donet em zi ur pikol razh
Gant un daboulin ha div vazh
Antren em zi ur pissiklo
Ha gantañ ur sac'h binioù
Antren em zi ur logodenn
Ganti ur pennad bombardenn
Sailhas eun tamm foeltr kazh en ti
Hag eñ tagañ 'r sonerien d'i
M'am bije bet ur pennad bazh
Am me torret e benn d'ar c'hazh
Ma vije bet penn bazh en ti
'Vent ket taget 'sonerien d'i !
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)