AN TAD-PAERON KOZH
Demat deoc'h, komerez koant, demat deoc'h a laran (bis)
Gant kalzig a garantez
Talari talala
Gant kalzig a garantez on deut hirio amañ.
AR VAMM-BAERON
Na vennet ket, den yaouank, em on dimezet deoc'h,
Evit ur walenn argant am eus bet diganeoc'h,
Dalet ho kwalenn argant ha ganeoc'h kaset-hi,
N'em eus mui a garantez na 'vidoc'h na 'viti
Bez'em eus bet an amzer a zo din tremenet,
Neb a vousc'hoarzhe din-me me e gare meurbet
Hogen deut eo an amzer rendaelañ ouzhin,
C'hoarzho din neb a garo, evidon na c'hoarzhin.
AN TAD-PAERON KOZH
Gwechall, pa oan den yaouank, me zouge teir seienn,
Unan wer hag unan c'hlas hag eben a oa gwenn.
An hini wer a zougen 'n enor d'am c'homerez,
Oc'h he c'harout em c'halon, hag e peb gwirionez.
An hini wenn a zougen, rak heol ha gouloù-deiz,
E merk d'ar c'hlan-garantez oa etre hi ha me.
An hini c'hlas a zougen da gaout peoc'h atav -,
Ha pa sellan-me outi 'tennan huanadennoù,
Dilezet em on, siwazh ! siwazh ! bremañ ganti,
'Vel gant ar goulmig skañbenn emañ ar c'hozh kouldri.
AN TAD-PAERON-ALL D'AR VAMM-BAERON-ALL
Erru an amzer nevez en-dro gant miz even,
Hag e teu an dud yaouank da vale 'peb tachenn.
Ar bleunioù 'barzh ar prajoù hirio zo digoret,
Kalonoù an dud yaouank ivez 'peb korn ar bed.
Setu ar bleuñv er spern-gwenn, ha gantañ c'hwezh ker mat,
Hag al laboused bihan a zeu d'en em barat.
Deut-hu ganin, dousig-koant, da vale d'ar c'hoajoù,
Ni a glevo an avel 'kreno 'touez an delioù,
Hag an dour oc'h hiboudo e-touez ar veinigoù,
Hag an holl evned ker kaer beg ar gwez o kano;
Peb hinienn e sonig, peb hinienn e don:
A rey frealz d'hor spered, levenez d'hor c'halon.
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)