Son ar peder vestrez (Chanson des quatre bien-aimées)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Son ar peder vestrez (Chanson des quatre bien-aimées)

Chansons Bretonnes - Son ar peder vestrez (Chanson des quatre bien-aimées) Lyrics

Pa oan e-barzh 'n ur c'havell en oad a dri mizvezh
Me 'n nevoa soñj em memor am boa peder vestrez

Unan a oa en Goelo, eben e Landreger
Eben all oa in Bro Saoz, merc'h d'un hoker mezher

Eben all oa en Gwengamp, plac'h a gondision
He zad a oa denjentil, he mamm a oa Itron

Di'ant 'n hini oa en Goelo, am bije lizheroù
Di'ant 'n hini oa 'Landreger am bije madigoù

An hini oa en Bro Saoz am zourmante kruel
Pe 'n he karen he komer pe dont d'he dilezel

An hini oa en Gwengamp grie hag a ouele
Pe 'n e karen he komer lez an teir all gostez

Ha me ober assiñasion en ur foar en Runan
Ha pa vijen arru eno, eno choasjen unan

Na pa oan me e Runan o vale dre ar foar
Welan an'he war ma lerc'h, 'vel pa ve'nt peder c'hoar

Mes me a oa bihanik e-kichen ma mestrez
Hag em lakaas 'n he godell n'ur vont da blaz al lez

Arruout ra ur filouter deus a gostez Karhaez
Hag eñ troc'hañ he godell, rez morzhed ma mestrez

Al laer a oa divotoù hag a rede buan
Mes me a oa pounneret 'vidon de vout bihan

Biskoazh muioc'h diboaniet, laer ha me war un dro
Pa zigoras ar c'hodel ha me a oa eno

Ha me kaout kondision da vont da ves' ar saout
Lec'h ma oa peder buoc'hed, ur c'havrig hag ur maout

Na pe oan me un devezh 'hualiñ ma dañvad
Me remerk ur femelenn p'hini n'oa feson vat

Me remerk ur femelenn p'hini 'n oa feson vat
Hag hi goulenn diganin na da biv e oan mab

Ha me a respont dezhi, un dra ne ouien ket
D'ar c'hentañ den am goullo pe d'ho merc'h, ma karet

Hag hi o respont din-me n'he doa ket a verc'hed
Mes deut ganin ma mabig ha me ho mago naet

Deut ganin-me, ma mabig, ni ho mago difripon
Gant soubenn a laezh dre dour, hep na pour nag ognon

Seizh vloaz ez on bet ganti, seizh vloaz bet en he zi
Setu me pevarzek bloaz, poent bras da zimeziñ

Ha me mont davit Beleg 'vit ober an afer
Hag eñ goulenn diganin, an eil ger ma Fater

An eil ger eus ma fater, noster ec'he añvet
Hoc'h hini Aotrou Person n'em eus ket tamm desket

Hoc'h hini Aotrou Person, biskoazh tamm ne zeskis
Me n'on ket bet studiet e-barzh 'n ho katekiz


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)