1
Selaouet holl, ha selaouet
Ar sonig nevez a zo savet (bis)
2
A zo savet d'ur gemenerez
P'hini 'gredan zo gwir divodez
3
Ar chapelig a zo kichen
A zo anvet chapel an Drinded
4
Bemdez a-raok monet d'he devezh
Ya hi da laret he chapeled
5
Pa oa 'vonet 'lar he chapeled
Roue an Dauphin 'deus rekontret
6
Roue an Dauphin 'deus rekontret
Diboñjour de'i en deus laret
7
"Diboñjour deoc'h 'ta, kemenerez,
Ha pegement touchet d'ho tevezh ?
8
- Na douchan 'met tri gwenneg bemdez
Ha vevan gante hervez Doue
9
- Lavaret din 'ta, kemenerez,
Ha c'hwi a c'hwrife 'barzh ar palaez ?
10
A c'hwrife al lien fin
'Vit ober rochedoù d'an Dauphin ?
11
- Na c'hwrian na da briñs na da briñsez
Na c'hwrian nemet d'ar beisanted"
12
Antronoz vintin pa oa savet
D'ar palaez da c'hwriañ e oa aet
13
D'ar palaez da c'hwriañ e oa aet
Lien fin oa roet de'i da c'hwriat
14
Roet e oa dezhi al lien fin
Da ober rochedoù d'an Dauphin
15
Roue an Dauphin a zo klañvet
Ar medisin dezhañ a zo klasket
16
"Klasket ar beleg da va nouiñ
Ar gemenerez da eureujiñ"
17
E vamm hag e dad a lavare :
"Evit ur mab hon eus bet gant Doue
18
Evit ur mab hon eus bet gant Doue
Loskomp 'ne'añ d'ober e volonte"
19
Ar gemenerez pa oa fichet
Hounnezh oa 'r c'haerañ deus ar merc'hed
20
Dre ma dostae deus an iliz
E oa ker kaer hag ar fleur-de-lys
21
Dre ma dostae deus an aoter
E oa ker kaer ha bleuñv per
22
E oa ker kaer ha bleuñv per
Roue an Dauphin en he c'heñver
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)