Bremañ pa'z on-me paotr yaouank
Kalonig bihan mignon
Bremañ pa'z on-me paotr yaouank
Kalonig bihan mignon
Me 'm eus choazet ur vestrez koant
Ma charmante brune
Ah ! qu'il fait beau marcher
Au clair de la lune
Nag hirio me am eus soñjet
Kalonig bihan mignon
Nag hirio me am eus soñjet
Kalonig bihan mignon
E rankjen monet d'he gwelet
Ma charmante brune...
Pa oan erru e-tal he dor
Ne greden ket goulenn digor
"Va mestrez, digorit ho tor
Ho servijer a c'houl' digor
- Digeriñ nor d'ar poent-mañ noz,
Digant va zad me glevo trouz
It da varchosi ar c'hezeg
Da gaout va mevel da gousket
Ha warc'hoazh vintin pa savin
Me ficho deoc'h ho tijuniñ
Ma raio deoc'h soubenn al laezh
Vo mat deoc'h 'vit ho kwall nozvezh
- N'on ket deut amañ, va mestrez
Evit goulenn soubenn al laezh
Mez 'vit ho koulenn da bried
P'en deus va c'halon ho choazet
Tri re voutoù am eus uzet
Va mestrez, o tont d'ho kwelet"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)