Plijadur ha displijadur (Plaisir et déplaisir)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Plijadur ha displijadur (Plaisir et déplaisir)

Chansons Bretonnes - Plijadur ha displijadur (Plaisir et déplaisir) Lyrics

Tre ma strink an heol tommder war ar mor o trouzal
An dour don a c'hell bezañ chomet yen ha teñval
Tre ma vez dremm an den, o vousc'hoarzhin laouen
E galon alies a vez leun a anken

Plijadurezioù gwirion ha poanioù didruez
A zegouezh bep eil warnomp e-pad hon holl buhez
Kalz a deu ne reont forzh p'o deus tañvaet pep tra
Nag eus a drubuilhoù, nag eus a wir joa

Ar galon, p'en deus tañvaet an trubuilhoù garv
Chom evel ar skourr sec'het dindan an heol berv
Kaer en deus strinkañ 'n heol, tommder ha sklerijenn
Ar skourr marv siwazh ne advleunio biken


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)