Me en em gwele ha me klañv
Fenoz krampouezhenn ne n'aozan
E roul lon tra de ri lon la le
Traliradireno traliradireno
E roul lon tra la de ri lon la le
Tra lira direno tra lira
Mediñ ma bleud er vilin Prat
Ha mac'h amann en Gouarc'hat
Ha ma sklisenn ha ma c'hloge
A zo in forest koad an neiz
Ha me zrebe en Landreger
Gant tri goff zo ouzh hen ober
Me zoñje ganin pa vijen dimet
Ne rajen mann nemet kousket
Ha bremañ renkan ober tout
Ha mont d'ar vilin war ma choug
E renkan ober teir etad
Ober krampouezh ha ribotat
Ober krampouezh ha ribotat
Ha ruskellat gant beg ma zroad
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)