Perak peus va dimeet, va mamm ?
Na pegen brav, na pegen brav, O !
Perak peus va dimeet, va mamm ?
Na pegen brav bout plac'h yaouank !
Ma c'halon zo hep nec'hamant, o ! (bis)
Ne rin ganti evit arc'hant, o !
Perak peus va dimeet...
Me 'm eus he roet 'vit netra, o ! (bis)
Na din-me servij 'bet ne ra, o!
Me 'm boe ur galon ken tener, o !
'M eus he roet d'ur bimbocher, o!
A ya d'an davarn mintin mat, o !
P'erru er gêr, noz diwezhat, o !
P'erru er gêr, noz diwezhat, o !
E tap ur vazh 'vit va filat, o !
Tapout ur vazh me 'ra ivez, o !
Sellit bremañ peseurt buhez, o !
Sellit bremañ peseurt buhez, o !
Ha leun an ti a vugale, o !
Ar vamm n'eo ket c'hoazh tregont vle, o !
An tad zo yaouank flamm ivez, o !
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)