Pegen kaer (Qu'il est beau)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Pegen kaer (Qu'il est beau)

Chansons Bretonnes - Pegen kaer (Qu'il est beau) Lyrics

Pegen kaer ez eo Mamm Jezuz
Pegen dous ha trugarezus
Pegen mat ha madelezhus

1
Lavar din-me, den an Arvor
Ha ken kaer eo da vag war vor
Gant he gouelioù gwenn-kann digor?

2
Lavar din-me, den an Argoad
Ha ken kaer delioù glas ar c'hoad
Pa zeu ur bann-heol d'o sklaeraat ?

3
Lavar din-me, den an Are
Ha ken kaer eo lein ar menez
Gwenn-kann gant an erc'h d'ar beure ?

4
Lavar din-me, paotr an deñved
Hag-eñ 'z eus steredenn ebet
Ken kaer en noz steredennet ?

5
Lavarit din, tud ar maezioù
Ha ken kaer eo ar glazennoù
O lintrañ gant ar glizhennoù ?

6
Lavarit din, bugaligoù,
Er pajoù o kutuilh bleunioù
Ha bleun ken kaer zo er prajoù ?

7
Nag en Arvor, nag en Argoad,
Er menez, en oabl nag er prad
Netra ken kaer, netra ken mat !


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)