Me ‘m oa choazet ur vestrez, deus parrez Kanihuel
Ar vravan krouadurez a oa krouet gant Doue
Ar vravan krouadurez ‘oa krouet hon Salver
Mont a raen d’he c’has d’ar gêr, (a)lies pa mije amzer
Mont a raen d’he c’has d’ar gêr, (a)lies pa mije c’hoant
Ne oan ket ‘vit he lemel, diwar ma santimant
Ne oan ket ‘vit he lemel, diwar boan ma spered
Ma c’halon a oa ganti, na kazimant goune’et
Ma c’halon a oa ganti, kazimant goune’et
Toud an dud a lare din a ‘moa bet amzer gollet
Ha daoust d’an amzer gollet, me ne oan ket fachet
Kar me am eus graet al lez da fleurenn ar merc’hed
Da fleurenn ar merc’hed koant, hep droug komz eus hani
M’eus ket kavet he farrez ‘lec’h ma c’haen da vale
Na baleet am eus graet, partoud dre he c’halon
Ha netra n’am eus kavet, nemet konsolasion
Ha netra n’am eus kavet, kement a ziskonjole
Nemet ur galon kontant ha leun a garantez
Ho kalon-c’hwi, plac’h yaouank, a zo parfetamant
Ha biskoazh n’am eus gallet klevet ho santimant
Ha biskoazh n’am eus gallet klevet ho polontez
‘Vit klevet ho santimant, c’hwi lare din bemdez
‘Peus ket soñj ‘ta ma mestrez, pa oan er skol e Kemper
‘Vit klevet ho santimant e skriven deoc’h ul lizher
E skriven deoc’h lizherioù da di ho mamm hag ho tad
Ho preured, ho c’hoarezed, toud deuson-me a rae goap
Ho preudeur, ho c’hoarezed, dre an asambleoù
‘Dije plijadur a-walc’h oc’h ober goap ac’hanon
Ma breudeur, ma c’hoarezed raint ket traoù a mod-se
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)