I
Tostait holl, tud yaouank, ha c'hwi re gozh ivez,
Hag e klevot ur gentel zo savet a nevez,
War-benn un den yaouank-flamm a barrez Langoned,
En deus kollet e vuhez dre zorn e vignoned.
- Deus ganeomp-ni, va mignon, deus, Loeizig Rozaoulet,
Ha ni yelo da bardon Sant-Fiakr ar Faouet.
- Tremenet, va mignoned, tremenet, ned in ket ;
Me zo oc'h ober ma fask gant person Langoned.
- Yec'hed mat deoc'h, tad Moriz, ha deoc'h, Mari Fraoe ;
Lezet ho mab ganeomp-ni da ober ur bale ;
Lezet-han dont ganeomp-ni d'ar pardon, ni ho ped,
Ni welo rey ar bouked da berson ar Faouet.
- Tremenet 'ta, tud yaouank, ganeoc'h a vo lezet,
Nemet 'raok ar c'huz-heol d'ar gêr ra vo digouet.
- Tevet, tevet, tad Moriz, tevet, ne chifet ket,
Kent a vo kuzhet an heol, vemp d'ar gêr erruet.-
Pa oa achu ar bregenn hag an oferenn-bred :
- Deut-hu ganeomp-ni, Loeizig, da Gerli ar Faouet,
Da goaniañ, ti mamm-baeron, dilun e oamp pedet.
- Baleit-hu ho-unan, baleit, ned an ket ;
Baleit-hu ho-unan, baleit, ned an ket ;
Rag diwe'et e vin er gêr, hag e vin skandalet.
Kement deus graet warne'añ, kement m'en deus sentet
Gante Loeizig Rozaoulet da Gerli ema oet,
II
E korn an daol e Kerli ouele Loeiz Raoualet :
-'Trou Doue, em sikouret, petra em eus me graet ?
'Trou Doue, em sikouret, petra em eus me graet ?
Soñj 'm boa bout abred er gêr, ha setu me diwe't
- Tevet, tevet 'ta, Loeizig, tevet, na ouelet ket ;
Tri faotr omp-ni ganout-te, na pezo droug ebet;
Loeizig Raoualet ouele 'korn an daol, trist-meurbet :
- Aotrou Doue, va Jezuz, petra em eus-me graet ?
Eus ac'hano, d'an distro, e-tal kroazig an hent,
E kefjont Marianna a rede ken-ha-ken;
Kollet ganti he holl dud, ha chomet hi-unan.
- Harzet, va maouezig kaezh, na et ket ker buan.-
Tal kroaz Penfel e kefjont Marianna Langoned,
A oa mignon da Loeizig, hag eñ oa de'hi meurbet
'Barzh un hevelep kavell, yaouankik oant lakaet,
Hag ouzh an daol, tal-oc'h-tal, alies e oant bet.
Ar plac'hig, pa o gwelas, a grenas spontet-bras,
Hag e lammas o youal diraktal gant ar groaz,
Ha gant he divrec'hig paour, reuzeudik, he strizhas :
- Loeizig paour, deus d'am sikour, me zo kollet, siwazh !
- M'en argarzh ! va mignoned, kement-se ve pec'hed,
Kement-se ve pec'hed bras, kement-se na vo ket
Lezet hi mont gant he hent, heb droug na gaou ebet,
Pe gant an aotrou Doue e viot kastizet.
- Petra an Diaoul beg ennout, paotr bihan ar merc'hed ?
Hag i krog en e chupenn, hag hi da ziredet
Hag i da vont war e lerc'h 'giz tri bleiz diboellet
- Amañ, ma mignonig kaezh, amañ eo e varfet !
- Mar ker't me c'has da vorc'h Skeul, da doull dor ti ma zad,
Me a zistaolo peb tra deoc'h-hu a galon-vat.
- Lâret kenavo d'ho mamm ha da gement gerfet,
Rag birviken tamm bara e borc'h Skeul na zebrfet.
- Arsa 'ta, va mignoned, pe mervel eo ret d'e,
Tennet kurun santez Barb, a zo kuzhet em sae ;
Tennet kurun santez Barb, a zo kuzhet em sae,
Ha mar plij se gant Doue, e varvin goude-se. -
Ha pa oe lazhet gante, i o deus hen stlenjet,
Stlenjet dre e dreidigoù da stêr vras ar Faouet,
Stlenjet dre e dreidigoù da stêr vras ar Faouet,
Ha pe oant digouet d'an dour, kreiz o deus hen taolet.
III
Moris kozh hag e hini a ouele gant glac'har,
O kas kaout o mab Loeizig lec'h bennak war an douar :
- Tevet, Moris Raoualet, tevet, na ouelet ket,
Benn ur pennadig amzer, ho mab a vo kavet,-
Kement vije bet eno dije bet kalonad,
0 welet Loeiz Raoualet war e gein kreiz ar prad,
O welet ar bugel paour marv, e-barzh ar prad,
Dispaket e vlev melen e kreiz e zaoulagad
Kement vije bet eno dije bet kalonad,
O welet ar bugel paour, war e gein 'barzh ar prad.
N'oa eno na tad na mamm, na kar na mignon 'bet,
Hag a zeuje d'e sevel, 'met person Langoned.
Person Langoned lare, o ouelañ gant glac'har :
- Kenavo, va Loeizig mat; mont a rez d'an douar.
Me oa hiou ouzh da c'hortoz en iliz Langoned,
Ha bremañ e vi lakaet e bered ar Faouet.-
Me ho ped, Langonediz, pa zeufet d'ar Faouet,
Mont da laret ur Pater war bez Loeiz Raoualet;
Mont da laret ur Pater war bez Loeiz Raoualet,
En deus kollet e vuhez dre zorn e vignoned.-
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)