Paotred Kerzaoulou (Les gars de Kerzaoulou)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Paotred Kerzaoulou (Les gars de Kerzaoulou)

Chansons Bretonnes - Paotred Kerzaoulou (Les gars de Kerzaoulou) Lyrics

Un nozvezh war-lerc'h ma c'hoan
Na me ouien men monet
Un nozvezh war-lerc'h ma c'hoan
Na me ouien men monet
Me 'm oa lakaet barzh ma soñj
Da vont da wel't ar baotred
Me 'm oa lakaet barzh ma soñj
Da vont da wel't ar baotred

Me 'm oa lakaet barzh ma soñj
Na, mont betek Kerzaoulou
Na, me yae war an digarez
Da c'hoari 'r barti kartoù

Pa oan erru ba Kerzaoulou
Oa 'r baotred 'hont da vale
Soñjal 'n em divertisañ
Na me 'hont 'samblez gante

Ha me welas ar baotred
Kemer direksion Lannhell
'Vit erruet betek ennañ
Na, ni oamp ket bet gwall bell

Pa oent erru war al leur-gêr
Ar baotred gomañs da son
Dont a rae ar merc'hed faote
Na, da selaou ane' o son

A-benn ur pennadig goude
Na me oa chomet mantret
O welet oa kollet ganin
Me gred, toud ar baotred

Ar baotred oa partiet
Ma-eeun e oan lesket
Ha ne gleven mann 'bet ken
Nemet kontoù munut

'Benn ur pennadig goude
Na, me welas Nest Moizin
Na, e penn ar c'hraou-kezeg
War bennoù e zaoulin

Kavet oe Nest Moizin
'Ba penn ar c'hraou-kezeg
Oa-eñ oc'h ober an amour
Na, da Varia Kozhig


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)