Pa oan o tremen Koad-an-Noz, tombelo !
Pa oan o tremen Koad-an-Noz
Me 'gleve son an hanternoz
Tombelo tambelle menette
O yae, o gling gling gling
Tombelo tambelobo
Glav hag avel ouzh va filat...
Na ken a dreuze va dilhad...
Teir lev hanter on deus he zi
Ha pa ve peder, mont a rin
Pa 'z erruis e toull an nor
Lazhet gouloù, kousket an holl
Na muiañ tra va c'hoñsole,
Alan va dous, deus he gwele
Alan va dous, deus he gwele
Errue ganin dre doull 'n alc'houez
"Ma dous koant, digorit ho tor
'Mañ ho servijer 'c'houl' digor
- Digorin ket d'ar c'houlz-mañ 'n noz
Digant va zad am befe kroz
It da varchosi va c'hezeg
Davet ma mevel da gousket"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)