Mac'h hano ê Olier Hamon
Den jentil iaouank deuz ar c'hanton
Tud honest eo ma mamm ha ma zâd
Me zo den fall hag a ligné vâd
Ho daou ho devoa kalz a vado
Neuzé hiz d'ar skol de studio
A zonjé ganthé vijen belec
Mez allaz ho zonch ho deuz manket
Pa voa er gloer all di studiañ
E vijen en davarn oc'h evañ
E vijen n'eun davarn bennaket
Oc'h evañ gand an dimezelet.
Ma zad ha ma mamm p'ho deuz klevet
O komz deuz ma buhé dirollet
Zo skrivet lizer d'î gand me zât
De donet d'er ger de labourat
Kersé mat oa gand me c'hostenno
Maneañ ar bal hag an trancho
Ezetoc'h vije d'in en hanter
E veañ er scol e Landreger
O veañ er scol e Landreger
O vanea' plun hag ar paper
Ma zad zo bet dign advocat mât
'N euz kavet eur plac'h a ligné vât
Dihant tri mil skoed am euz bet
Ha meubl hag arc'hant gand ma friet
M'em oa kalz arc'hant euz pa friet
Met a benn tri bloaz e oe foeltret
Ha p'am oe foeltred oll va mado
Ec'h iz kuit neuzé da Zant Malo
Deuz a Zant Malo c'h iz da Gemper
Da gât an eskop a Bodlinker
Balamour d'am gleo oan klasket
Gant an hucher e oan poursuet.
Bet' plouz ma gwélé on bet klasket
Ma vijèn bet kaet vijen bac'hiet
Ma vijèn bet kaet vijèn bac'hiet
Chetu azé finvez fall eur c'hloarec.
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)