O Mamm a garantez
Pedet 'vidomp, pedet!
Ni zo ho pugale,
Ha c'hwi hor mamm garet
1
Pedomp, pobloù kristen
Ar Werc'hez benniget
Rak bepred he fedenn
Gant Doue vez klevet
2
Hi zo difennourez
An holl dirak Doue
Hi zo teñzorierez
Gwellañ madoù an neñv
3
Dre he daouarn e red
Holl c'hrasoù hor Salver
War he goulenn bepred
Hor sikour en dañjer
4
'Vidomp Kalon Mari
N'eo nemet madelezh
Ha ne gavomp ganti
Nemet peoc'h ha truez
5
Rak-se, pec'herien gaezh,
War-zu ur Vamm ken mat,
A-greiz hor paourentez
Savomp hon daoulagad
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)