Ni ho salud, Rouanez an Aelez
C'hwi zo hor Mamm, ar Vamm a drugarez
Hon holl douster, buhez hag esperañs
Ni ho salud gant ar vrasañ doujañs
Deoc'h-hu, Gwerc'hez, e kasomp hor pedenn
Ni divroet ha, siwazh ! pec'herien
Ouzhoc'h, Gwerc'hez, e kriomp er bed-mañ
Hor c'hlevit-ni, bugale da Eva
O gwerc'hez sakr, o Mamm garantezus,
Rouanez vat, Itron drugarezus,
Ni hoc'h asped, selaouit hor pedenn,
Ha ni d'hon tro ho meulo da viken
Plijet ganeoc'h, Mamm santel da Zoue
Pediñ dalc'hmat evit ho pugale
'Vit ma c'hellimp kaoud perzh en holl grasoù
Gounezet deomp gant Jezuz, hon Aotrou
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)