Nag en tu all da Baris (4 x)
Ez eus ur plac'h yaouank
Farli farlaoñ o bim bam baoñ
Ez eus ur plac'h yaouank
Alo farlarideno
He-deus daou, tri amourous (4 x)
Me oar he zantimant
Farli farlaoñ o bim bam baoñ
Me oar he zantimant
Alo farlarideno
Ar c'hentañ zo keginer
An eil zo paotr a gambr
An trede a zo kere
Kere botaouer-ler
Hag en deus graet ur botoù
Demeus a ler lijer
Ha pa oa graet ar botoù
D'o c'has d'ar gêr eo aet
'N ur esaeañ ar botoù
Dezhi en deus lâret :
"O me 'garje, koantennig,
Be' ganez dimezet"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)