Na seitek deiz ha triwec'h miz,
Gwel rudala lari déno
Na seitek deiz ha triwec'h miz,
Gwel rudala lari déno
Oa bet an aotrou en Paris
Gwel larida, luridoñ, trañlourde
Tra lala lala leno
Gwel rudala lurideno
Gwel larida, luridoñ, trañlourde
Tra lala lala leno
Gwel rudala lurideno
Pa oa erru 'n aotrou ba'r gêr,
Oa chañchamant 'barzh ar maner.
Nag 'r c'hentañ tra 'n-oa goulennet
« Nag an itron, emen 'ma aet ? »
Emañ 'barzh ar gambr uhellañ,
'Tommañ he mab an terruplañ.
Ur paotr bihan glas e lagad,
Ne vez ket goaret piv eo e dad
Ne vez ket goaret piv e vez,
'Met hag ur miliner 'vefe
Les 'tañ hardi 'ta, miliner,
Me zo ' vont d'hen glask da gomper
"Boñjour deoc'h-hu 'ta, miliner,
Me zo deut d'ho klask da gomper
- Na da gomper me ne n'in ket,
Kar ma milin zo oc'h ober bleud
Kar ma milin zo war he zu,
'Valo segal ha gwinizh-du
Na ma hini all zo war he bord
Ma ta da gouehel, e vo torr't
- Laret 'm-oa deoc'h, miliner laer,
'Vijec'h ket bet tad ha komper"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)