'N ur vont d'ar feunteun davit dour (En allant à la fontaine chercher de l'eau)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes 'N ur vont d'ar feunteun davit dour (En allant à la fontaine chercher de l'eau)

Chansons Bretonnes - 'N ur vont d'ar feunteun davit dour (En allant à la fontaine chercher de l'eau) Lyrics

1
'N ur vont d'ar feunteun davit dour
O ta lon la, o di rei di ra, o la
'N ur vont d'ar feunteun davit dour
Me a rankontras 'n amour
Me a rankontras 'n amour

2
Ha me kregiñ 'n he daouarn gwenn
Hag he c'hasas da bourmen

3
Pa oan aet 'n tammig 'barzh er c'hoad
Da ouelañ hi 'n em lakaat

4
Ha me a c'houlennas diganti :
- 'Vit petra a ouelez-te ?

5
- Me a zo o ouelañ d'am yaouankiz
Pe a zo kollet ganin

6
Ha me diskregiñ deus he daou zorn gwenn
Hag he lezel da bourmen

7
Pa oan aet 'n tammig 'maez ar c'hoad
Da ganañ hi 'n em lakaat

8
Ha me c'houlennas diganti :
- 'Vit petra e kanez-te ?

9
- Me a zo o kanañ d'am yaouankiz
Pe a zo chomet ganin

10
- Deus ganin un tammig er c'hoad
Me a roi dit ur c'hant skoed

11
- Na 'vit kant skoed, na daou, na tri
Davit er c'hoad me ne 'z in mui

12
Ur c'hefeleg pa 'z eo paket
Na vez ket losket da redeg


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)