Meulomp holl da viken Jezuz, gwir Doue, gwir den (bis)
1
Me ho meul, o va Jezuz,
C'hwi ho peus va c'hrouet,
C'hwi ho peus va frenet,
C'hwi am mag, o va Jezuz.
2
Mil bennozh deoc'h, o Jezuz,
C'hwi a zo va fastor
C'hwi a zo va zeñzor,
C'hwi 'zo va holl vad, Jezuz!
3
Kalz am-eus pec'het, Jezuz,
En amzer dremenet
Pa 'z on bet pardonet,
Me 'vo fidel deoc'h, Jezuz
4
Bennigit, o va Jezuz,
Va c'horf ha va ene
Va mirit noz ha deiz,
Ouzh kement droug 'zo, Jezuz!
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)