Merc'hejoù Lokenole a zo merc'hed a stad (bis)
Na brizont ket da zañsal, nemet gant paotred vat(bis)
Merc'hejoù Lokenole a ya d'ar baludenn
Diarc'hen, divouchouer, koef ebet war o fenn
Merc'hejoù Lokenole o deveus prometet
Monet en pelerinaj da Sant-Yann benniget
Dre c'hras an Aotrou Doue, da Sant Yann n'int ket aet
Rak e-barzh e Plougasnou ez int bet diskennet
Ar person a lavare d'ar sul en ofern-bred :
"Diwallit merc'hed yaouank, gant aon vefec'h tromplet (bien "tromplet")
Diwallit merc'hed yaouank, gant aon vefec'h tromplet
Dre ar c'habiten Lablond hag e vartoloded"
Ar merc'hed a respontas deus a draoñ an iliz :
"Prezegit Aotrou Person, ni a rayo hor giz"
Ne voa ket peurlavaret, na mat ar gousperoù
Ma voa ar merc'hed yaouank er bourg a Blougasnou
Barzh e ti Mari Beron ez int bet diskennet
O ya, dre ma voa gante yalc'hoù martoloded
Ar merc'hejoù a drinke hag a lipe o beg
Hag ar wazed a gane, a gane en galleg
Hag ar wazed a gane, a gane en galleg
Hag ar merc'hed a c'hoarzhe dre na intentent ket
Nemet un dortez vihan deus a vourk Karanteg
Hounnezh voa bet er gouant, o teskiñ ar galleg
Hounnezh voa bet er gouant, o teskiñ ar galleg
Hag a bede mil mallozh war ar vartoloded
A wazed a lavare, seder o daoulagad,
Da verc'hed Lokenole, a-raok dont d'o c'huitaat :
"Ma vefemp-ni intañvien, (gras deomp na vefomp ket)
Ni zeuio c'hoazh ur weach, ur weach d'ho kwelet,
Hag a zigaso deoc'h-c'hwi neuze, ur chapeled
Ha pep a walenn arc'hant d'ho kamaradezed"
Merc'hejoù Lokenole 'n ur ouelañ lavare
Da Lablond ar c'habiten : "Ni hor bo keuz dit-te
Kenavo dit-te Lablond, o ya, pa 'maout o vont,
Ni garfe a greiz kalon e vijes c'hoazh o tont"
Merc'hejoù Lokenole a ouele war ar c'hae
Da Lablond ar c'habiten, allas ! partiet eo !
Lablond a zo partiet gant e vartoloded
Ha merc'hed Lokenole a huanad bepred
Lablond a zo partiet hag aet er-maez ar vro
Ha merc'hed Lokenole a c'hortoz e zistro
Me gred da Lokenole ne zistroio biken
Kaer o deveus ar merc'hed kavet poan hag anken
Kaer o deveus ar merc'hed gouelañ dezhañ dourek
Ne zeuio ket da ganañ dezho sonioù gallek
Rak-se 'ta merc'hed yaouank, a galon me ho ped,
Ankounac'hait Lablond hag e vartoloded
Ankounac'hait Lablond hag e vartoloded
Ha bezit ivez furoc'h en amzer da zonet
Ha bezit ivez furoc'h en amzer da zonet
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)