I
Deiz-mat ha joa barzh ar gêr-mañ
Peleac'h eo Annaig dre-mañ ?
- En he gwele 'ma kousket dous,
Eveshait ; na rit ket trouz
En he gwele emañ kousket,
Eveshait, n'he dihunet ket !-
Kloareg Garlan dal ma glevas,
War laez gant an diri bignas,
War laez, ha ker skañv, a bignas,
War skaoñ he gwele 'n em lakaas
- Sav alese, Naig Kalvez,
Ra 'z aimp hon-daou d'al leur nevez.
- D'al leur nevez me n'az in ket,
Rag eno zo un den displet;
Gwasañ denjentil zo er bed,
Hag eñ atav kas va c'haouet.
- Na pa vez kant aotrou eno,
N'az pezo droug ebet ganto ;
Na pa vez kant aotrou eno,
D'al leur nevez ni a yelo !
Ni a yelo d'al leur nevez,
Ha ni zañso kerkoulz hag e.-
He brozig gloan he deus lakaet,
Ha da heul he mignon eo aet.
II
Markiz Gwerand a c'houlenne
Gant an hostiz, an deiz a oe:
- Hostiz, hostiz, din leveret,
N'hoc'h eus ket ar c'hloareg gwelet ?
- Aotrou markiz, em zigaret,
Ne c'houzon piv a c'houlennet.
- Ho tigareziñ ! me n'her gran !
Kloareg Garlan a c'houlennan !
- Aet eo du-se, evit an deiz,
Ur plac'hig koant hed e gostez
Aet int du-se d'al leur nevez,
Koant ha drant o-daou, war va feiz !
Gantañ d'e dog ur bluñv pavenn,
Ha diouc'h e gerc'henn ur chadenn
Ha diouc'h e gerc'henn ur chadenn,
Zo kouezhet holl war e varlenn.
Ganti ur c'horkennig brodet,
Hag ur voulouzenn arc'hantet;
Ganti he c'horkennig eured,
Dimezet ez int, me a gred.
III
Markiz Gwerand, enkrezet bras,
Raktal war e varc'h ruz lampas ;
War e varc'h raktal e lammas;
Ha d'al leur nevez ez eas.
- Kloareg, diwisk da borpansoù,
Evit gouren war ar gwestloù.
Kloareg, diwisk da borpansoù,
Ha ni reio ur peg pe zaou.
- Salokras, markiz, ne rin ket.
C'hwi zo aotrou, me n'em on ket ;
C'hwi zo mab an itron Gwerand,
Ha me zo mab ur plouezant.
- Evidout mab ur plouezant,
Te c'heus dibab ar merc'hed koant.
- Aotrou markiz, em zigaret,
N'eo ket me 'meus hi dibabet
Markiz Gwerand, em zigaret.
Gant Doue eo bet din roet.-
Annaig Kalvez a grene,
Oc'h o c'hlevout o komz giz-se.
Tavit, va mignon, deomp d'ar gêr,
Hemañ a rey deomp poan ha nec'h.
- A-raok, kloareg, lavar din-me :
Na te oar c'hoari ar c'hleze ?
- Biskoazh kleze n'em eus douget,
C'hoari penn-bazh, lavaran ket.
- Na te c'hoarife ganin-me :
Ur paotr taer, a glevan out-te
- Aotrou denjentil, va fenn-bazh
Na dalv ho kleze lemm ha noazh.
Aotrou denjentil na rin ket,
Ho kleze a vez saotret.
- Mard eo va c'hleze saotret,
E-barzh da wad a vo gwalc'het.-
Naig, p'he deus gwelet redek,
Rede gwad he mignon kloareg
Annaig, en ur strafuilh bras,
Da vlev ar markiz a sailhas.
Da vlev ar markiz a sailhas,
Hag en-dro d'al leur e stlejas.
- Tec'h tu-se, markiz traitour,
Te c'heuz lazhet va c'hloareg paour !
IV
Naig Kalvez o tont en-dro,
Leun he daoulagad a zaeroù.
- Va mammig vat, ma em c'haret
Va gwele din-me a refet
Va gwele din-me a refet aes ;
Rag va c'halonig zo diaes.
- Ho kalon a zo diaezet,
Va merc'h, dre m'hoc'h eus re zanset,
- Va mamm, n'em eus ket re zanset.
Markiz fall en deus hen lazet !
Markiz Gwerand, an traitour,
En deus lazhet va c'hloareg paour !
C'hwi a lavaro d'ar c'hleuzier,
Pa zeuio d'e gerc'hat d'ar gêr :
«Na daol tamm douar war e vez :
E berr va merc'h a yey ivez. »
Pa n'omp bet kousket er gwelead,
Ni gousko hon-daou er toullad
Pa n'omp bet eureujet er bed,
Dirak Doue vimp eureujet.-
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)