Marivonig Keryell (Maryvonne de Keryell)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Marivonig Keryell (Maryvonne de Keryell)

Chansons Bretonnes - Marivonig Keryell (Maryvonne de Keryell) Lyrics

E Keryell 'z eus ur plac'hig
Mar'vonig va dousig
E Keryell 'z eus ur plac'hig
A gar va c'halonig (bis)

Kaer eo 'vel an heol pa bar
Mar'vonig va dousig
Kaer eo 'vel an heol pa bar
En hañv war an douar (bis)

Freskoc'h eo eget ar roz
Glebiet gant ar glizh-noz

He c'horf ker mistr ha ker moan
'Vel al lili zo glan

Bihan ha skañv eo he zroad
Lemm ha glas he lagad

He blev zo hir ha melen
Hag he c'halon laouen

He sell a zo birvidik
He c'han, hini 'n eostig

He divjod a zo ruz-wenn
Heñvel ouzh div rozenn

He dent zo vel div renkad
Oanigoù gwenn 'n ur prad

Gant he alan 'z eus c'hwezh vat
'Vel gant spern-gwenn ar c'hoad

Bravat ma vez da welet
Da sul en ofern-bred !

Koef dantelezh war he fenn
Kroaz aour en he c'herc'henn

En holl barrezioù tro-dro
N'eus ket un all er vro

Ker koant, ker fur ha Monig
Marvonig, ma dousig

Emaon krog em ugent vloaz
Soudard e vin warc'hoazh

O ! ra blijo gant Doue
Va diwall en arme

Ma tizroin ker seder
Ha m'on bremañ d'ar gêr

Ar Person hor badezas
Hor skoulmo neuze c'hoazh

Dirak aoter hor parrez
Dindan sell ar Werc'hez

Hag e chomimp unanet
Keit ha ma vimp er bed


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)