I
Selaouet holl hag a klewfet
Ur werz 'zo a-newez savet;
Ur werz 'zo a-newez savet,
Da Vari Gelenn ez e gret.
Da Vari Gelenn ez e gret,
A deuz hi mamm-baour dioueret
Hi zad hen euz hi debauchet
Da vonet gant-han da gousket.
Seiz bloas eo bet gant-han 'kousket,
Seiz bugel 'nn ez-han deuz ganet.
II
Na Kelenn-goz a lavare
D'he verc'h Mari, un de a oe :
- En bourk Burtul 'zo ur retret,
Me ho ped, Mari, da vonet;
Me ho ped, Mari, da vonet,
Marteze a vefet zalwet;
Marteze a vefet zalwet,
Rag ewit-on-me na vinn ket. -
Mari Gelenn, vel ma klewaz,
Da wisko hi dillad a ieaz ;
Da wisko hi dillad eo et,
Da vont da Vurtul d'ar retret.
Mari Gelenn a lavare,
En bourk Burtul pa arrue :
- Ez ian da vonet d'ann daoulin
Dirak Jezuz, ma mestr divin;
Hag a-rok mont da govesat,
Ma c'houllinn pardon wit ma zad. -
Mari Gelenn a ia brema
Da goves gant ar joaüsa.
Da zeiz belek deuz kovesed,
Hep kahoud absolvenn er-bed;
Hini ann-ezhi n'absolvje,
Rag ma lavar ar wirione.
Pa oa gant ann hent o tonet,
Ur belek iaouank deuz kavet :
- Mari Gelenn, din leveret,
Pelec'h er giz-ze m'a 'z oc'h bet ?
Rag bet ez oc'h un tu-bennag,
Pa 'ma 'nn dour war ho taoulagad? -
- Bet 'on 'n bourk Burtul, er retret,
Da zeiz belek 'm euz kovesaet :
Da zeiz belek 'm euz kovesaet,
Met hep kahoud absolvenn 'bed. -
- Mari Gelenn, deut war-ho-c'hiz,
Wit ma 'z aimb hon daou d'ann iliz. -
Hema 'zo ur belek iaouank,
Hen euz gant-hi nec'h ha tourmant.
Bars ann iliz p'eo arruet,
Da Vari Gelenn 'n euz laret :
- Mari Gelenn, kovesaët,
Ha na nac'het pec'het er-bed. -
- Ar c'henta bugel a c'hanis,
En krafenn ann tan hen pakis;
En krafenn 'nn tan 'm oa-han paket,
Ha ma zad a zo din kiriek.
Hag ann eil bugel a c'hanis,
Endann ann oaled hen plantis,
Ha ma zad a oe din kiriek,
Grit ho polante em andret ;
Grit ho polante em andret,
Pa ve 'n tan larfac'h din monet ! (2)
- Mari Gelenn, deportet c'hoas,
Ma torchinn 'r gliz war ma bizaj;
Ma torchinn 'r gliz war ma bizaj,
Wit ma c'halon 'zo fatig-braz! -
- 'R bevare bugel a c'hanis,
Bars en leur-ann-ti hen plantis
En leur-ann-ti 'm euz-han plantet,
Ha ma zad a zo din kiriek.
Ar bempvet bugel a c'hanis,
Endann troad ann daol en plantis;
Ar c'houec'hvet bugel a c'hanis,
Endann ann treuzou hen plantis.
Ar seizvet, gassis d'ar jardin,
Hep biskoas na c'houvezaz den. -
- En han' Doue, deportet c'hoas,
Ma torchnin 'r gliz war ma bizaj;
Ma torchinn 'r gliz war ma bizaj,
Rag ma c'halon 'zo fatig-braz ! -
- Grit ho nolante em andret,
Ma c'hovezion a zo gret. -
- Mari Gelenn, din lavaret,
N'oc'h euz ket un arc'h alc'houezet?
- Eo, du-ma 'zo 'n arc'h alc'houezet.
- En hounnes, Mari, ez iefet.
En hounnes, Mari, ez iefet;
Ha na larfet da den er-bed.
A-benn ur bloa me arruo,
Neuze, Mari, m'ho absolvo. -
III
He-ma 'zo ur belek iaouank
Hen euz gant-hi nec'h ha tourmant
Ha pa oa ar bloa achuet,
Da welet ez e bet deuet.
Ann arc'h pa 'z eo bet digorret,
Netra en-hi na zo kavet,
Met un tamik euz hi c'halon,
Marteze 'vel boed ur graouenn :
Marteze 'vel boed ur graouenn,
Un dra derrupl oa da gomprenn
'N he vouchouar 'n euz-han laket,
Da vourk Bartul gant-han eo et:
Da vourk Burtul gant-han eo et,
War vur 'r vered 'n euz-han laket ;
War vur 'r vered 'n euz-han laket,
D'ofernia wit-hi ez eo et.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Belek bourk Burtul' a lare
D'ann aotro ar Fleur en de-se :
- Mar trec'h 'l mal-bran war ar goulm-wenn,
'Z aï Mari ha te d'ann ifern! -
Dre c'hraz Doue hag ann Drindet,
Ar goulmik-wenn 'deuz gonezet;
Ar goulmik-wenn 'deuz gonezet,
'Nn aotro ar Fleur 'zo delivret!
'Nn aotro ar Fleur 'zo delivret,
Ho daou d'ar baradoz int et.
Et int ho daou dirag Doue,
Ha graz d'imb holl da vont iwe!
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)