Marc'haridig (La petite Marguerite)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Marc'haridig (La petite Marguerite)

Chansons Bretonnes - Marc'haridig (La petite Marguerite) Lyrics

Marc'haridig (he-unan er gêr)

Aet eo Pipi d'ar Pompilher
Julivi julivan, julivi livi liveno
Aet eo Pipi d'ar Pompilher
Da gerc'hat dour gant e bicher

A-benn e tistroio vo deiz
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !

Ar c'hure (oc'h erruout e ti Marc'haridig)

Me ' m eus kig ha rost da zebriñ
Hag ur plac'h koant d'am servijiñ

Da gousket ganin em gwele
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !

Fañch ar Pilhaouer (o tont en ti da glask pilhoù)

Me 'm eus ul lapous em faner
Ha pa gano, a strako kêr

Kanañ raio raok ma vo deiz
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !

Pipi (o tont er-maez eus paner Fañch ar Pilhaouer)

Na pell zo em boa-me soñjet
Deue ar c'hure gant va gwreg

Mez bremañ me a zo serten
Rak gwelet 'm eus dreuz d'ar werenn


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)