M'anaou un den yaouank
A gar ur plac'h yaouank (bis)
Pa 'neus gounezet he c'halon
Anezhi, Yann a ra goap
Pa 'neus gounezet he c'halon
Anezhi, Yann a ra goap
Mez netra n'eo hounnezh
'Vit ober kement-se
Rak un devezh zo da zoned
Hi 'ray anezhañ ivez
- Boñjour deoc'h va mestrez !
Boñjour deoc'h e lâran !
Na forzh joaüs eo ho kalon
Bemdez ho klevan o kan
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)