Luskell va bag war gribell an dour
Dispak da ouel a red
Luskell bepred 'raok an avel flour
Sent ouzh ar stur bepred
A-dal ar beure betek an noz
Pesketa eo va lod
Kuitaet am eus va ziig kloz
Kluchet e-tal an noz
Luskell va bag war gribell an dour
Dispak da ouel a red
Luskell bepred 'raok an avel flour
Sent ouzh ar stur bepred
Arnev oa bet, gleb-teil e oan
Kounnaret oa ar mor
Me ne ran van, ret eo kaout poan
Trec'h omp d'an avel-vor
Luskell va bag war gribell an dour
Dispak da ouel a red
Luskell bepred 'raok an avel flour
Sent ouzh ar stur bepred
Bremañ eo brav, seder ez on
Gwenn-erc'h e nij ar spoum
Beg lemm va bag e sko en don
Kaset on dreist ar c'houmm
Luskell va bag war gribell an dour
Dispak da ouel a red
Luskell bepred 'raok an avel flour
Sent ouzh ar stur bepred
Setu an heol o vont da guzh
Pesket e-leizh am eus
Tro-war-dro din, bezhinoù druz
Va bag o zrec'h hep reuz
Luskell va bag war gribell an dour
Dispak da ouel a red
Luskell bepred 'raok an avel flour
Sent ouzh ar stur bepred
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)