PERIG
Uzet em eus va botoù
Ha toullet ma loeroù (bis)
O vont d'hoc'h heul, pennherez,
Ge ge ge ge fin la din de nig
O vont d'hoc'h heul, pennherez
A glaskan da vestrez
Loeizaig, pa'z in-me d'ho ti
D'ho klask da zimeziñ (bis)
Roit din ur respont vat
Ge ge ge ge fin la din de nig
Roit din ur respont vat
Evel ho mamm d'ho tad
LOEIZAIG
Respont a rin, den yaouank,
D'ur goulenn zo ker koant (bis)
Ne livirin gaou ebet
Ge ge ge ge fin la din de nig
Ne livirin gaou ebet
Dimeurzh vin eureujet
Dimeurzh e vin eureujet
Diwezhat oc'h deuet (bis)
Rak un all en deus hadet
Ge ge ge ge fin la din de nig
Rak un all en deus hadet
Em liorzh ar bleun eured
PERIG
Hadet ganin e oant bet
C'hwi hoc'h eus o zennet (bis)
Bremañ p'o gwelan gweñvet
Ge ge ge ge fin la din de nig
Bremañ p'o gwelan gweñvet
Va c'halon zo rannet
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)