AR C'HIMIAD
I
Pa oa paotr Lez-Breizh e ti e vamm
En devoe bet ur pedez estlamm (bis)
Ur marc'heg o tonet gant ar c'hoad
Hag eñ penn-da-benn harneset mat
Hag ar apotr Lez-Breizh 'dal m'e welas
Arvariñ oa Sant Mikel a reas
Ha war e zaoulin en em strinkas
Hag en em groazañ prim a reas
"Aotrou Sant Mikel, en an' Doue
Na it ket da ober droug din-me !
- An Aotrou Sant Mikel ned on ket
Nag un drougoberour kennebeut
Sant Mikel, avat, me n'emaon ket
Marc'heg urzhet ne lavaran ket
- Gwelet marc'heg biskoazh n'am eus graet
Na komzet anezho kennebeut
- Un den eveldon an hini eo
Gwelas-te unan o vont e-biou ?
- Leveret-hu din-me da gentañ
Petra zo, na petra rit gantañ ?
- Pezh am eus c'hoant a dizhan gantañ
Ur goaf a leverer anezhañ
- Gwell eo ganin, gwell eo va fenn-bazh
Na eer ket en e arbenn hep lazh
Na petra an diskell koueveur-mañ
A zouget-hu dioc'h ho prec'h amañ ?
- Ned eo ket, mab, un diskell koueveur
Ur tarzhian-gwenneg e c'halver
- Aotrou marc'heg, n'am goapeet ket
Meur a wenneg tarzhet 'm eus gwelet
Derc'hel e rafe unan em dorn
Kel ledan hemañ hag ur mein-forn
- Na peseurt dilhad a zo ganeoc'h
Ken pounner hag houarn, pounneroc'h
- Ul lereg houarnet eo ivez
D'am difenniñ deus taolioù kleze
- Ma ve 'n heized evel-se sternet
Diaesoc'h e vezent da dizhet
Hogen, aotrou, leveret din-me
Ha ganet emaoc'h bet evel-se ?"
Ar marc'heg kozh, evel m'e glevas
A-walc'h e galon c'hoarzhin a reas
"Piv an diaoul 'ta en deus ho sternet
Ma ned oc'h bet evel-se ganet ?
- An hini en deus gwir da ober
Hennezh en deus graet, ma mabig ker
- Ha piv 'neus bremañ gwir da ober ?
- Den nemet an aotrou kont Kemper
Lavar ivez an taol-mañ din-me :
Gwelas-te un den eveldon-me ?
- Un den eveldoc'h am eus gwelet
Ha dre-se tre, aotrou, emañ aet"
II
Hag ar paotr d'ar gêr en ur redek
Ha war varlenn e vamm, ha prezek :
"Ma mammig, ma mamm, na ouzoc'h ket ?
Biskoazh tra ker brav n'am boa gwelet
Biskoazh tra ker brav na welis
Hag am eus gwelet hiziv-an-deiz
Bravoc'h den hag an aotrou Mikel
A zo en hon iliz, an arc'hel !
- N'eus den, ma mab, bravoc'h koulskoude
Bravoc'h evit aelez hon Doue
- Salokras, ma mamm, gwelet a reer
Marc'heien, emint-i, o anver
Ha me a fell din monet ganto
Ha monet da varc'heg evelto"
An itron gaezh, evel pa glevas
Teir gwech d'an douar a fatigas
Ha paotr Lez-Breizh, hep sellet a-dreñv
E-barzh ar marchosi ez eas tre
Hag ur c'hozh inkane a gavas
Ha prim war he c'horre a bignas
Hag eñ kuit da heul ar marc'heg ken
Kuit, ha timat, hep kimiadañ den
Da heul ar marc'heg ken da Gemper
Ha kuitaat a eure ar maner
AN DISTRO
Marc'heg Lez-Breizh oa souezhet bras
Da vaner e vamm pa zistroas
Pa zistroas a-benn dek vloaz krenn
Ken vrudet e-touez ar varc'heien
Marc'heg Lez-Breizh a oe souezhet
E porzh ar maner pa oe digoue'et
O welout eno drein o kreskiñ
Hag al linad e toull dor an ti
Hag ar mogerioù hanter-gouezhet
Hag a iliav hanter goloet
An aotrou Lez-Breizh, o klask mont tre,
Ur c'hwragezig dall a zigore
"Leveret-hu din-me, va mamm-gozh,
Ha degemer a gavfen henoz ?
- Degemer a-walc'h c'hwi a gavo
Naren, aotrou, dimeus ar re vrav
Aet eo an tiegezh-mañ da goll
Abaoe 'mañ aet ar mab en e roll"
Ne oa ket he c'homz peurachuet
Ur plac'h yaouank a zo diskennet
Ha damsellet outañ a reas
Ha da ouelañ druz en em lakaas
"Plac'hig yaouank, din-me leveret
Petra c'hoarvez ganeoc'h pa ouelet ?
- Aotrou marc'heg, deoc'h a larin-me
Petra c'hoarv' ganin pa ouelan-me
Ur breur en oad ganeoc'h am eus bet
Dek vloaz zo da varc'heg emañ aet
Ha kel lies gwech marc'heg 'welan
Kel lies gwech, va aotrou, ouelan
Kel lies gwech, siwazh din, ouelan,
Gant koun eus ma breurig paour her gran !
- Va merc'hig koant din-me leveret
Na breur all, na mamm n'hoc'h eus-hu ket ?
- Breur all war an douar n'em eus ket
Er baradoz, ne lavaran ket
Ha ma mamm baour ivez ivez ez aet di
Nemet on gant magerez en ti
Mont a reas kuit gant ar c'hlac'har
Pa eas va breur da varc'heg, m'her goar
He gwele c'hoazh en tu all d'an nor
Hag e korn an oaled he c'hador
Ha ganin-me he c'hroaz benniget
Frealz am c'halon baour war ar bed"
An aotrou Lez-Breizh a hirvoude
Ken a lavaras ar plac'h goude :
"Ho mamm ivez hoc'h eus kollet
O selaou ac'hanon pa ouelet ?
- Ya ! va mamm ivez am eus kollet
Ha me ma-eeun am eus hi lazhet
- An' Doue ! aotrou, ma'c'h eus her graet
Piv oc'h, ha penaos oc'h anvet ?
- Morvan, ap-Konan, eo va anv
Ha Lez-Breizh, va c'hoar, va lesanv"
Ken souezhet a oe ar plac'hig
Ken na fiche na lavare grik
Ken souezhet a oe ar plac'hig
Ken a vennas ganti mervel mik
Ken e zivrec'h d'he goug a daolas
Hag e veg d'he begig a lakaas
Hag e vriata hi a reas
Hag en he daeloù hi e veuzas
"Doue en devoa da bellaet
Ha Doue en deus da dostaet !
Ra vezo, ma breur, meulet Doue
Truez en deus bet ac'hanon-me"
MARC'HEG AR ROUE
I
Etre Lorgnez ha marc'heg Lez-Breizh
A zo bet tonket un emgann reizh
Doue da ray gounid d'ar Breizhad
Ha d'ar re zo er gêr keloù mat !
An aotrou Lez-Breiz a lavare
D'e floc'hig yaounak, un deiz a oe :
"Dihun, va floc'h, ha sav alese
Ha kae da spuran din va c'hleze
Va zok-houarn, va goaf ha va skoed
D'o ruziañ e gwad ar C'hallaoued
Gant skoazell Breizh ha ma divrec'h
Me ho savo c'hoazh hiziv d'an nec'h !
- Va aotrou mat, din-me leveret :
Ha d'an emgann d'hoc'h heul na in ket ?
- Ha petra lavarfe da vamm ger
Ma na zistrofez ket mui d'ar gêr ?
Pa redfe da wad war an douar
Piv lakefe termen d'he glac'har ?
- An' Doue ! aotrou, ma em c'haret
D'an emgann c'hwi va losko monet
N'am eus ket aon rak ar C'hallaoued
Kriz eo va c'halon, va dir lemmet
Bezañ drouk gant an neb a garo
E-lec'h ma eot me a yelo
E-lec'h ma eot me a yelo
'Lec'h ma vrezelot, me 'vrezelo"
II
Monet eure Lez-Breizh d'an emgann
Nemet e floc'h yaouank gantañ
Santez Anna 'r vor pa erruas
Tre 'barzh he iliz eñ a yeas
"Itron Santez Anna benniget
Yaouankik e teuis d'ho kwelet
Ne oan ket ugent vloaz achuet
Hag e ugent stourmad e oan bet
Hag o holl hon eus o gounezet
Dre ho kennerzh, itron benniget
Mard an me c'hoazh war va c'hiz d'ar vro
Mamm Santez Anna, me ho kopro
Me a royo deoc'h ur gouriz koar
A ray teir zro en-dro d'ho moger
Ha teir d'hoc'h iliz, teir d'ho pered
Ha teir d'ho touar, pa vin degoue'et
Hag ur banniel voulouz-satin-gwenn
Un troad olifant flour d'he dougen
Hag seizh kloc'h arc'hant a roin ouzhpenn
A gano ge, noz-deiz, war ho penn
Ha teir gwech ez in war va daoulin
Da gerc'hat dour evit ho pinsin
- Kae d'an emgann, kae, marc'heg Lez-Breizh
Mont a ran-me ganeout-te ivez"
III
"Klevet-hu 'mañ Lez-Breizh o tonet
Gantañ ur strollad, hag eñ fardet !
Ha ! dindanañ ur azenig gwenn
Ur c'habestrig kanab en e benn
Hag ur floc'h bihan en e gichen
Hag eñ, hervez e vrud, ur gwall zen"
Floc'h bihan Lez-Breizh dal m'o gwelas
Tostoc'h-tost d'e vestr en em riblas
"Sellet-hu ! Lorgnez o tont en hent !
Ur stroll marc'heien 'n e ziagent
Ur stroll marc'heien a-dreñv e gein
Dek zo, ha dek all, ha dek ouzhpenn !
'Maint o tizhout gant ar c'hoad kistin
Bec'h a vo, mestr paour, en em zifenn !
- Gwelet pet zo anezho rit-te
Pa o devo tañvaet va dir-me
Stok da gleze, floc'h, ouzh va c'hleze
Ha deomp-ni a-raok en o bete"
IV
"Ha ! demad dit-te, marc'heg Lez-Breizh
- Ha ! demad dit-te, marc'heg Lorgnez
- Ha deut out da-unan d'an emgann ?
- N'on ket deut d'an emgann ma-unan
D'an emgann ma-unan ned an ket
Santez Anna zo ganin kevred
- Dont a ran-me a-berzh va roue
Da lemel diganit da vuhez
- Kae war da c'hiz ! lavar d'az roue
Me ra fae outañ, 'vel a'nout-te
Me ra fae outañ, 'vel a'nout-te
'Vel deus da gleze, 'vel deus da re
Kae da Baris, e-mesk ar merc'hed
Da zougen da zilhad alaouret
'Hend-all, e lakain da wad ken yen
Ha ma'z eo an houarn pe ar mein
- Marc'heg Lez-Breizh, din-me leveret,
E pe gwad emaoc'h-hu bet ganet ?
Disterañ mevel zo em bandenn
A lemfe ho tok diwar ho penn"
Lez-Breizh, 'dal m'hen deveus e glevet
E gleze bras en deus diwennet
"Ma ne t'eus ket anave'et an tad
Me ray dit anaout ar mab anat !"
V
Lean kozh ar c'hoad war dreuz e gell
Da floc'h Lez-Breizh a lavare hael
"Tizh zo warnoc'h o redek er c'hoad !
Saotret hoc'h harnez gant poult ha gwad
Deuet, mabig, tre em minic'hi
Deuet da ziskuizh ha da walc'hiñ
- N'eo ket dare diskuizh ha gwalc'hiñ
Nemet kaout ur feunteun, hep si
Kaout dour dre-mañ d'am mestr yaouank
Hag eñ kouezhet en emgann skuizh-stank
Trizek soudard lazhet dindanañ
Marc'heg Lorgnez lazhet da gentañ !
Ha n'em eus diskaret kement-all
Lammout kuit o deus graet ar re all"
VI
Breizhat en e galon na vije
Neb a-walc'h e galon na c'hoarzhe
O welet ar yeot glas ruziet
Gant gwad ar C'hallaoued milliget
An aotrou Lez-Breizh, en e goazez,
O tiskuizhañ, outo a selle
Kristen en e galon na vije
E Santez Anna, neb na ouelje
O welet an iliz o leizhañ
Gant daoulagad Lez-Breizh o ouelañ
War e zaoulin, o ouelañ Lez-Breizh,
O trugarekaat gwir-warez Vreizh
"Trugarekaat ! mamm Santez Anna !
C'hwi hoc'h eus gounezet an taol-mañ !"
VII
Da zerc'hel koun mat eus an emgann
Eo bet savet ar barzhoneg-mañ
Ra vezo kanet gant tud a Vreizh
En enor d'an aotrou mat Lez-Breizh !
Ra vezo kanet pell tro-war-dro
Da lakaat laouen holl dud ar vro !"
MORIAN AR ROUE
I
Roue ar C'hallaoued lavare
Da aotrounez e lez, ur mare :
"Hennezh a aotreo din gwir feiz
A zeuio a-benn eveus Lez-Breizh
C'hoari enep din-me, na ra ken,
Kerkoulz ha lazhañ va marc'heien"
Morian ar roue 'dal m'e glevas
Dirak tal ar roue a savas :
"Aotren, aotrou, a ris d'hoc'h gwir feiz
Ha testoù a brofis alies
Hogen pa vennit, hiziv an deiz,
Test a brofin c'hoazh marc'heg Lez-Breizh
Ma na gasan deoc'h warc'hoazh e benn
Da eo din kas ma hini laouen"
II
Floc'hig Lez-Breizh, antronoz-beure,
A rede d'e gaout aonik-tre
"Morian ar roue a zo deuet
Ha ho tichekañ en deveus graet
- Mar ma dichekañ en deveus graet
Monet war e zicheg a zo ret
Aotrou kaezh, na ouzoc'h ket eta ?
Dre ardoù an diaoul c'hoari a ra
- Mar dre ardoù an diaoul e c'hoari
Dre gennerzh Doue c'hoariomp-ni !
Kae prim da sternañ va marc'h du din
Keit ha ma venn oc'h am harneziñ
- Salokras, aotrou, ma em c'hredet
War ho marc'h du na c'hoariot ket
Tri marc'h zo er roue-marchosi
C'hwi 'po an dibab anezho zri
Ha mard eo da deoc'h va c'hlevet-me
Diskuliañ deoc'h ur rin a rin me
Gant ur c'hloareg kozh 'm eus e glevet
Un den Doue, mar zo war ar bed
Ar balafrez gell na gemerfet
Nag ar balafrez gwenn kennebeut
Ar balafrenn gwenn na gemerfet
An hini du na lavaran ket
Hennezh a zo e-kreiz ar re-se
Hag e zoñver, Morian ar roue
Ma em c'hredet, kemeret ane'añ
Evit monet d'an emgann gantañ
Pa zeuio ar Morian tre er sal
E taolo d'an douar e vantell
Taolet ket ho mantell d'an douar
Hogen laket anezhi war var
Mar laka e zilhad war ho re
Dont a ray ar roñfl du kreñvoc'h-kreñv
Ha pa zeuio warnoc'h ar roñfl du
Gant prenn ho koaf ho kroazañ reot-hu
Ha neuze pa lammo foll ha taer
C'hwi lakay ho koaf d'hen degemer
Dre nerzh ho tivrec'h hag an Drinded
Ho koaf en ho torn na vraeo ket"
III
E c'hoaf en e zorn na vraeas ket
Dre nerzh e zivrec'h hag an Drinded !
E c'hoaf en e zouarn na flache
Pa varc'heke 'n eil deus egile
Pa varc'hekent er sal, tal-ouzh-tal,
Beg-ouzh-beg, o goafoù herrus-dall
Herrus-dall o c'hezeg o froennat
O 'n em dantañ ken a strinke gwad
Ar roue gall, hag eñ kadoret
Gant e dudjentil-veur o sellet
O sellet hag o lavaret : "Dalc'h,
Dalc'h mat ! morvran du ! gra gant ar voualc'h !"
Pa lamme gantañ ar roñfl ken taer
Evel an tourmant gant al lester
E c'hoaf en e zorn na flachas ket
Goaf ar Morian breviñ en deus graet
Ken a oa goaf ar roñfl skiriennet
Hag eñ en un taol skarzh divarc'het
Ha pa oant war droad war al leur-zi
Diarbennañ reont gant distalm kriz
Ha gant ar c'hleze en em fustont
Ken a grene 'r vurioù gant ar spont
Ha ken a daole tan o armoù
Evel houarn ruz war anneoù
Ken a gavas an tu ar Breton
Ha blantas e gleñv en e galon
Ken a gouezhas Morian ar roue
Hag e benn gant al leur a stoke
Ha Lez-Breizh, pa 'n deveus her gwelet
E droad war e gof en deus lakaet
Hag e c'hoaf digantañ a dennas
Ha penn ar Morian bras a droc'has
Ha penn ar Morian pa oe troc'het
Deus penn e zibr en deus e staget
Deus penn e zibr en deus e staget
Dre e varv louet ha nezet
Hag e gleze gwadek pa welas
Pellañ ma c'hellas eñ e daolas
"Fae eo ganin dougen ur c'hleze
Saotret e gwad Morian ar roue !"
Hag eñ da bignat war e varc'h feul
Hag er-maez, gant e floc'hig d'e heul
Ha d'ar gêr evel ma oe digoue'et
Penn ar Morian en deus distaget
Hag eus e zor en deus e staget
Da reiñ da sellet d'ar Vretoned
Euzhus sell ! du e zremm, gwenn e zent,
Ken a sponte neb a oa en hent
Neb a oa en hent hag a selle
Ouzh e veg digor a vadaoue
Ken a lavare ar varc'heien :
"An aotrou Lez-Breizh a zo un den !"
Hag an aotrou Lez-Breizh, a-neuze,
A lavare ivez evel-se :
"E ugent stourmad emaon-me bet
Hag ouzhpenn mil den am eus trec'het
Ha biskoazh n'am boe kement a boan
Evel o c'hoari deus ar Morian
Itron Santez Anna, va mamm ger
C'hwi a ra burzhudoù em c'heñver !
Me a savo deoc'h un ti-bediñ
War grec'h, etre Leger ha Gindi"
AR ROUE
An aotrou Lez-Breizh, un deiz a oe
A yae en arbenn d'ar roue
En arbenn d'ar roue d'an emgann
Pemp mil marc'heg mat a-du gantañ
Hag endra ma oa o kimiadañ
Tan an taran, tan ar foeltrusañ !
Hag e floc'h klouar 'dal m'arvestas
Prederiañ en droug a reas :
"En an' Doue ! mestr, chomet er gêr
Ur gwall zevezh hiziv a gejer !
- Chom er gêr, va floc'h, ne c'hallan ket
Pa'm eus lâret mont, renkan monet !
Ha monet a rin tra vo buhez
Buhez enaouet e-barzh am c'hreiz
Ken a zalc'hin kalon roue 'n argoad
Etre an douar ha sol va zroad"
C'hoar Lez-Breizh, kerkent ha m'her gwelas
Gant kabestr marc'h he breur a sailhas :
"Va breur, va breur ker, ma em c'haret
Dan emgann hiziv na eot ket
Nemet d'ar marv na afac'h se !
Ha petra vo a'nomp goude-se ?
Morvarc'h gwenn war an aod a welan
Un aer vras divent en-dro dezhañ
En-dro d'e zivsker dreñv daou skoulm gwall
Ha en-dro d'e voueloù tri skoulm all
Daou en-dro d'e zivsker ha d'e c'houg
Hed e vrusk 'n em stlej, hen gor, hen moug
Ken a sav war e dried ar marc'h kaezh
Hag a-dreuz penn, e tant chig ar gouez
Hi a vadailh, a dreflemm ruz gwad
Ha dibunañ 'ra o c'hwibanat
Ken a glev he aered, hag e lamm
Te'h kuit, dispar, unik ! tec'h dinamm !
"Bez a C'hallaoued pezh a garo !
Me na derc'han ket raok ar marv !"
Ne oa ket peurlavaret e c'her
Ha pa oa pellik, pell eus ar gêr
AL LEAN
I
Pa oa kousket lean koad Hellean
Tri zaol war e zor a skoas unan
"Lean mat, digoret an nor din
Ma 'm bo minic'hi a vinic'hin
'Mañ an avel kriz diwar vro-C'hall
Pa na vresk na loen gouez na chatal
'Mañ an avel garv diwar vor
Ned eo ket brav bout e toull an nor
- Na piv oc'h a skoit war va dor
Da hanternoz o c'houlenn digor ?
- Am anavout mat a eure Breizh
E deiz e anken me oa Lez-Breizh
- Mard oc'h-hu na zigorin ket
Klevout oc'h ur gelenn am eus graet
Klevout oc'h ur gelenn am eus graet
Hag enep d'ar roue benniget
- Gelenn, Doue zo test ! n'emaon ket
Na trubard a-had-all, kennebeut
Va mallozh a roan d'an drubarded
Ha d'ar roue ha d'ar C'hallaoued !
O zeod a daol c'hwezh evel teod ki
C'hwezh a splui 'vel c'hwezh re o leskiñ
Va mallozh a roan d'an drubarded !
Paneveto am be gounezet
- Mab-den, mir da villigiñ morse
Kar, na diskar, na den evel-se
Na dreist-holl an aotrou roue
Rak eoulet emañ bet gant Doue
- Eoulet gant Doue n'emañ ket bet
oulet gant an diaoul ne laran ket
Eoulet gant Doue n'emañ ket bet
Neb a wast douar ar Vretoned
Hogen pezh a zeu a-berzh an diaoul
A zistro, 'vat, da houarnañ Paol
Da houarnañ Paol-gozh a zistro
E droad gantañ dishouarn atav
Lean kozh, digoret an nor din
M'am bezo ur maen hag aze'in
- Va dor deoc'h-hu na zigorin ket
Trouz am befe gant ar C'hallaoued
- Lean kozh, digoret an dor din
P'a-hend-all m'he zaol e-barzh an ti"
Al lean kozh 'dal m'en deus klevet
Sevel deus e wele en deus graet
Hag ur boudig ruskenn enaouas
Ha da zigor an nor ez eas
Hogen, pa an nor digoret,
Argilañ gant spont en deveus graet
O welet o tonet ur tasmant
E benn etre e zaouarn gantañ
Leun a wad ha dan e zaoulagad
O troidellañ euzhus anat
"Tevet, kristen kozh, na spontet ket
An Aotrou Doue liv en deus roet
An Aotrou Doue liv en deus roet
D'am dibennañ berr, d'ar C'hallaoued
Ha liv a ra bremañ ivez deoc'h
D'am daspennanñ, mar plijfe ganeoc'h
Abalamour ma oen truezus
E-keñver va zud ha damantus
- Mar ro din liv an Aotrou Doue
D'ho taspennañ, mar plij ganin-me
Abalamour e oec'h truezus
E-keñver ho tud ha damantus
Ro viot-c'hwi, va mab, daspennet
En an' Doue, Tad, Mab ha Spered !
Ha dre nerzh eus an dour benniget
An tasmant da zen a zo deuet
Pa oe deut an tasmant da zen
Al lean a gomzas evel-hen :
"Bremañ a reot ur binijenn
Ur binijenn galet ganin-me
Ur sae bom e-pad seizh vloaz 'zougfet
Hag e kerc'henn ho koug chadennet
Ha c'hwi a yey peb kreisteiz war-eeun
Davet dour, da feunteun beg-ar-run
Ra vezo graet hervez hoc'h youl c'hlan
'Vel ma leveret, hel lavaran
Ha pa oe ar seizh vloaz tremenet
Seul e dreid gant e sae oa kignet
Ha louet e varv ha blev e benn
Hag e varv o tont war e varlenn
Hag eñ evel ur wezenn derv
Hag a vije seizh vloaz zo marv
An neb en divize e welet
N'hen divize e anavezet
Nemet un itron wenn her greas
O vont e-biou dindan ar c'hoad glas
Ha hi sellet outañ, ha gouelañ :
"Lez-Breizh, va mab kaezh, ha te eo 'ta !
Deus amañ, va mab paour, deus amañ
Ma'z in-me raktal d'az tizammañ
M'az tichadennin gant va gwentl aour
Me eo da vamm, Santez Anna 'r vor !"
II
Ha bremañ seizh vloaz hag ur miz krenn
Oa e floc'h d'e glask e pap tachenn
Hag e floc'h a lavare 'vel-mañ
O vont gant e hent e koad Hellean :
"Evit me bout lazhet e lazher
Me am eus kollet va aotrou ker"
Evel pa glevas e penn ar c'hoad
Ur marc'h ez-kañvus o c'hwirinat
Hag e varc'h kerkent ha ma fronas
Azc'hwirinat, o fringal, a reas
Hag e penn ar c'hoad pa oe digoue'et
Marc'h du Lez-Breizh en deveus gwelet
Hag eñ en e stou 'tal ar feunteun
Nag evañ na peuriñ n'eure grenn
Nemet musañ 'n dirien c'hlas n'eure
Ha gant karn e dreid a ziskrape
Ha sevel e benn goude eure
Ha c'hwirinat kañvus adarre
Ha c'hwirinat kañvus adarre
Darn a lavar penaos e ouele
"Ozac'h kozh, lev, o tont d'ar feunteun,
Ha piv a gousk dindan ar vodenn ?
- Lez-Breizh a zo dindani kousket
Tra vezo Breizh a vezo brudet
Dihun a ray e-berr o youc'hal
Hag a rey o stal da re Vro-C'hall"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)