Merc'hig koantik eus a Rohan
Ne oa merc'h nemet hi-unan.
Etre daouzek ha trizek vloaz,
Dav oa dezhi kemer ur gwaz,
Dav oa dezhi ober dilenn
Tre faroned ha marc'heien,
Tre marc'heien ha baroned
Hag a zeue d'he darempred,
Na blije nikun de'i an'he.
Met an aotrou baron Vaze,
An aotrou kastell Traonioli,
Den klok a gostez 'n Itali.
Hennezh a blijas d'he c'halon,
Dre ma oa leal ha gwirion.
Tri bloavezh hanter e oa bet
E plijadur an daou bried;
Ken oe kaset kannad d'an holl
Da vont d'ar brezel da sav-heol.
- Pa 'm on deus ar gwad uhellañ,
Ret eo din monet da gentañ.
Arsa 'ta ! kenderv, pa eo ret,
Dit a ran karg ouzh ma fried,
Ouzh ma fried, ouzh ma mab ker,
Kloareg mat, pez outo preder.-
Tronoz-vintin, pa oe kuit,
Marc'het mat, sternet, hag iskuit;
Setu an itron, oc'h ouelo,
O tiskenn gant ar pazennoù:
O tont d'an traoñ gant he c'hrouadur,
A hirvoude an itron fur.
En he vete pa oa degoue'et,
Krog e penn he c'hlin he deus graet,
E penn he c'hlin he deus kroget,
Gant he daeloù deus hen glebet
- Va aotrou ker, ha ! me ho ped,
En an' Doue ! n'am lezit ket !-
An aotrou, gant truez outi,
A astennas e zorn dezhi;
Ha d'an nec'h en deus hi savet,
Hag en e raok neus hi lakaet;
War e varc'h neus hi aze'et,
Hag he briatat en deus graet.
- Jannedig kaezh, tav az oueloù,
Evit ur bloaz vin deut en-dro .-
Hag e vab en deus kemeret
Diwar barlenn e zous pried;
Tre e zivrec'h e gemeras,
Hag outañ ker kaer a sellas:
- N'eo ket, ma mab, pa vi en oad
A 'z i d'ar brezel gant da dad ?-
Pa oa o vont 'maez deus ar porzh,
Bras ha bihan a grie forzh,
Bihan ha bras holl a ouele;
Nemet ar c'hloareg, hen na rae.
II
Ar c'hloareg trubard lavare
D'an itron yaouank, ur beure:
- Setu ar bloavezh achuet,
Kerkoulz hag ar brezel, me gred;
Setu achuet ar brezel,
Ha na zistro ket d'ar c'hastell.
Leveret din, va c'hoar itron,
Pe avat a venn ho kalon ?
Daoust hag eo deut ar c'hiz nevez,
Bev an ozac'h, chom intañvez ?
- Serr da veg, kloareg milliget !
Leun eo da galon a bec'hed
Mar ve ma fried barzh an ti,
E torrfe dit da izili.-
Ar c'hloareg pa'n deus hi c'hlevet
D'ar chas-si e-kuzh 'mañ aet,
Ki-red an aotrou neus kavet,
E gouzoug en deus kontellet.
Ha goude m'en deus hen lazhet,
Gant e wad en deveus skrivet,
Skrivet en deveus lizherioù
Da gas d'an arme d'an aotrou
Hag el lizherioù oa merket:
"Ho kwreg, aotrou ker, zo nec'het
Ho kwregig gaezh zo gwall nec'het
En abeg d'ur reuz zo c'hoarve'et
Da hersal an hei'ez 'mañ bet,
Hag ho ki-red-gial zo kreouet."
Ar baron en deus askrivet
D'al lizher, pa 'n deus hen lennet:
"Laret d'am gwreg ket kemer nec'h
Ni hon eus arc'hant a-walc'h
Mard eo marv va c'hi-red-gial,
O tont d'ar gêr, me breno 'n all;
Met na heuli re an hei'ez,
Gant aon rak helourien direizh. "
III
Monet eure ar c'hloareg fall
Davet an itron ur wech all:
- Koll a rit, itron, ho kened;
O ouelañ noz-deiz 'vel ma ret.
- Me na ran forzh gant va gened,
Pa na zeu en-dro va fried.
- Pa na zeu ho pried en-dro,
'Michañs, eo dime'et pe marv.
E bro sav-heol zo merc'hed koant,
Hag ouzhpenn o deus kalz argant
E bro sav-heol a zo brezel;
E-leizh, siwazh ! a renk mervel.
Mard eo dimet, milliget-hen,
Mard eo marv, ankouait-hen.
- Mard eo dimet, me a varvo,
Me a varvo, mard eo marv.
- Ar bank en tan na laker ket,
Dre ma ve an alc'hwez kollet;
Un alc'hwez nev, war va menoz,
Zo gwell eget un alc'hwez kozh.
- Tec'h tu-se, kloareg reuzeudik,
Goret eo da deod gant traoù-lik.-
Ar c'hloareg evel m'he c'hlevas,
D'ar marchosi e-kuzh a eas
Marc'h an aotrou en deus kavet,
Kaerañ oa er vro hed-ha-hed;
Gwenn evel vi ha flouroc'h c'hoazh;
Prim evel evn, ha kas-digas;
Ha biskoazh yeotenn na beuras
Nemet lann-bil ha segal glaz.
Ar c'hloareg pa 'n deus arvestet,
E c'hour-glen 'n e vrusk neus plantet;
Ha goude ma'n deus hen pilet,
D'ar baron en deveus skrivet:
"C'hoarve'et eo ur reuz all er gêr
(Na daeret ket, va aotrou ker)
"O tont eus ur fest-noz d'ar gêr
Torret gant ho marc'h e ziv'sker"
Ar baron en deus askrivet:
"Ha gwir eo ve va marc'h lazhet !
Lazet va marc'h ! kreouet va c'hi !
Kenderv kloareg, aliet-hi !
'Velken, n'eo ket ret ober trouz,
Nemet mont mui d'ar festoù-noz;
N'eo ket hepken div'sker roñsed.
Terriñ priejoù a vez graet."
IV
A-benn ur pennad goude-se,
'Teuas ar c'hloareg adarre
- Ouzhin, itron, a zentefec'h,
Pe bremañ raktal e varfec'h !
- Gwell eo ganin mil gwech mervel
Vit ober ur pec'hed marvel.-
Ar c'hloareg lik, pa he c'hlevas,
Gant ar gounnar a zridallas:
E c'hour-glen en deus diwennet,
Ha ganti en deus hen bannet;
Met he ael gwenn hi diwallas,
Ha gant ar voger e skoas;
Hag an itron gaezh d'en em dec'h;
Ha da brennañ 'n nor war he lerc'h.
Ha hen da zastum e c'hour-glean,
Ken diboell evel ur c'hi klañv;
Hag eñ d'an traoñ gant an diri
Ha daou ha daou ha tri ha tri;
Ha tre e kambr ar vagerez;
Ar bugel enni kousket aes
Enni e-unan ar bugel,
Ur vrec'h er-maez eus e gavell,
E vrec'hig istribilh a-grenn,
Hag e vrec'h all dindan e benn;
Hag e galonig dizolo...
Siwazh ! mamm baour, c'hwi a ouelo !
Ha goude d'an nec'h e pignas,
Hag e du ha ruz e skrivas,
Skrivas ken-ha-ken d'an aotrou:
"Hastit ! hastit da zont en-dro
Hastit, aotrou, da zont d'ar gêr
Da lakaat reizh en ho maner;
Lazhet ho ki, hag ho marc'h glas,
N'eo ket aze ra din-me wazh,
N'eo ket aze raio deoc'h wazh:
Lazet ho pugelig, siwazh !
Ar wiz-vras he deus hen debret
Keit ha m'oa er bal ho pried,
Er bal gant he dous miliner
A blant ur rozenn er maner"
V
P'erruas al lizher gantañ,
Oa o tonet deus an emgann,
Oa o tonet trezek e vro;
C'hoari-gaer gant an drompilhoù.
Tra ma oa o lenn al lizher,
Teue ar baron taer-oc'h-taer
Ha pa oa al lizher lennet,
Tre e zaouarn deus hen flastret,
Ha gant e zent deus hen roget,
Ha gant treid he varc'h mac'hellet.
- Prim ! trezek Breizh; primoc'h 'ta, floc'h !
Pe me blanto va goaf ennoc'h !-
An aotrou er gêr pa erruas
Tri zaol war an nor-borzh a reas,
War an nor-borzh a reas tri zaol,
Ken a lakaas da grenañ 'n holl.
Ar c'hloareg evel ma klevas,
Da zigor an nor a redas:
- Petra ta, kloareg milliget,
M'boa ket roet dit karg ma fried !-
Ha plantañ e c'hoaf en e veg,
Ma teuas dre e choug ar beg.
Hag eñ d'an nec'h gant an diri,
Ha tre e-barzh kampr he hini
Ha kent ma hellas lavar ger,
Gant e gleñv he zreuzas emberr.
VI
- Aotrou beleg, din leveret,
Er c'hastell petra peus gwelet.
- Me am eus gwelet ur c'hlac'har
Mar zo bet biskoazh war zouar;
Gwelet ur verzherez am eus,
Hag he merzherier 'vont gant keuz.
- Aotrou beleg, din leveret,
Er c'hroaz-hent petra peus gwelet ?
- Ur c'hagn a welis dizolo,
Ha chas ha brini war he zro.
- Petra peus gwelet er vered,
Da sklaerder al loar, ar stered ?
- Un itron wenn en he c'hoazez
A welis war ur bez nevez
Ur mabig koant war he barlenn,
Toullet treuz-didreuz e gerc'henn,
A gostez dehou ur c'hi-red gial,
Ur marc'h gwen-kann, a gostez all
An eil e c'houzouk kontellet,
Egile treuzet e vruched
Hag o fennoù a astennent,
Hag he daouarn flour a lippent;
Ha hi a-youl-vat, tro-e-tro,
A rae allazig dezho
Hag he mab, dre van gwarizi,
A rae allazig dezhi
Ken a eas al loar da guzhet,
Ha netra mui n'am eus gwelet;
Nemet klevet an eostig-noz
A gane gwerz ar baradoz.
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)