Klemmvan Itron Nizon (Complainte de la Dame de Nizon)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Klemmvan Itron Nizon (Complainte de la Dame de Nizon)

Chansons Bretonnes - Klemmvan Itron Nizon (Complainte de la Dame de Nizon) Lyrics

Allas ! allas ! marv itron
Maner ar Genkiz-a-Nizon
Me wel evel ar c'houmoul du
A guzh an heol a bep tu.

- Hor mammig paour, pa n'em oc'h mui,
Piv dorro pelloc'h hon naon-ni ?
Piv roy deomp dilhad ha louzoù ?
Piv bareo hor goulioù ?

Adal ar gêr a Gemperle
Betek Nizon ni a ouele,
E bordig an hent daoulinet
Hed peder lev hon eus gouelet

Gouelet hon eus da heul ar c'harr
Zo bet ouzh ho kas d'an douar ;
Gouelet hon eus e-tal ho pez
Gouelañ raimp e-pad hor buhez.

Pebezh kañv, siwazh, er maner
Pebezh kañv er vro, itron ger
Kenavo, hor mamm dous ha mat ;
Perak oc'h-hu deut d'hor c'huitaat ?

- Peorien, peorien geizh, ho taeloù
Zo dreist an holl meuleudioù ;
Koulskoude n'eo ket ret gouelañ
Pa 'mañ hor mamm e-barzh ar joa.

Pa 'mañ gant ar Werc'hez santel,
Gant Jezuz hag an Ebestel
Gant ar Sent hag ar Sentezed,
Gant he div verc'h, gant he fried.

Ar beleg e-tal he gwele
Gant ur vouezh dous a lavare :
«Sent ha sentezed eus an neñv,
Deut da zegemer va ene;

Deut 'ta, ma hellin evit mat
Karout, ganeoc'h, Doue hon Tad,
Er Baradoz da virviken. »
Neuze e teuaz da dremenn.

Tremen he deus graet gant dousder,
Evel o c'hoarzin, hor mamm ger,
Evel m'he defe gwelet dor
Ar Baradoz dezhi digor.

Edo gouel Maria-Garmel
Gouel dudius evit mervel,
Edo abardaez ar gwener,
Deiz bras ma varvas ar Salver.

Tavit 'ta, peorien geizh, tavit,
Na ouelit ket, ma he c'harit
Mat da vediñ a oa an ed
An aelez o deus hen medet.

Ar wezenn gozh a zo pilet,
E dra gant ar Mestr a zo aet,
Koulskoude meur a blant yaouank
A chom war e lerc'h stank-ha-stank.

An evnigoù a c'hello c'hoazh
Neiziañ dindan an delioù glas,
Ha kanañ meuleudi Doue
Na losk evn na den dibourvez.

Leveromp an De profondis
E-tal bez itron ar Genkiz,
Ha ra vo skrivet war he maen:
AMAÑ EMA MAMM AR BEORIEN.

Ar werz zo graet gant ur beleg,
Bet kure e parrez Rieg,
Hag a gare, hag a garo
Da viken an itron varv.

Endra ma chomo e buhez
E lavaro peb mintinvezh
Ur Memento 'vit e vamm gozh ;
Ma' z ay ganti d'ar Baradoz !


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)