1
Selaouet hag e klefet kano ur son nevez savet
Da zaou zen yaouank degoue'et o sort gante
2
'R'c'hentañ oa mab d'an tailher, 'r'c'hentañ mab an tailher
Egil' all oa Jos Graig 'bihanatik eus ar gêr
3
Ha p'hini emañ maget e rouz e feunteun wenn
E-barzh un tiig bihan 'kichen ar Vailhurenn
4
Jos Graig bihan lare pe oa soudard e vab :
Dav eo degas un ofrañs evit dont da Vulat
Ha ma blijo gant Doue, chomo ganin ma mab
5
'Baotred yaouank neuz' lare pa oant 'ont kuit eus kêr
Kenavo Itron Varia ha c'hwi aotrou Sant Per
6
Douget am eus aliesik banniel bras ho iliz
Kerkoulz ha d'an ofern-bred evel d'ar gousperoù
7
Kerkoulz ha d'ar gousperoù evel d'an ofern-bred
Ha da zul ar sakramant d'ar bloavezh tremenet
8
Deomp-ni da gemer bremañ rout' ar C'hastell-Nevez
Kastellin a zigoue'o soudennik hep dale
9
'Baotred yaouank neuz' lare 'n ur vont maez eus o zi
Kenavo ma c'hoar Mar'jannig ha c'hwi ma c'hoar Mari
10
Pa oant e kreac'h menez Rou' war an hent bras o vont
Me glev kleier Landreger 'seniñ d'an oferenn
11
Me lare d'am c'hamaraded : deomp-ni d'an oferenn
Kar d'al leac'h e yamp bremañ n'eus ket a veleien
12
Kar d'al leac'h e yamp bremañ n'eus ket a veleien
Da laret ar gousperoù kennebeud 'n ofern-bred
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)