Kimiad an ene (Le départ de l'âme)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Kimiad an ene (Le départ de l'âme)

Chansons Bretonnes - Kimiad an ene (Le départ de l'âme) Lyrics

Didostait da glevet kanañ an disparti
A ra an ene mat pa ea maez deus an ti.(bis)

Eñ a ra ur sellig, ur sellig ouzh an traoñ,
Da gomz ouzh e gorf paour zo war e wele klañv.

AN ENE

Siwazh ! deut eo, va c'horf, an termen diwezhañ :
Ret eo din az kuitaat, ha kuitaat ar bed-mañ.

Klevet a ran taolioù morzholig an Ankou
Mevelet eo da benn, yen-sklas da vuzelloù.

Ken euzhus eo da zremm, ker glas da zaoulagad ;
Siwazh dit-te ! va c'horf, ret eo din az kuitaat.

AR C'HORF

Mard eo euzhus ma dremm, ha glas ma daoulagad,
Gwir a lavaret-hu, ret eo deoc'h ma c'huitaat.

Dispriz ha dizanav e kavit ho mignon;
Karget a sioù fall, siwazh! evel ma'z on.

An heñveledigezh zo mamm ar garantez ;
Pa n'he c'havit ganin, em lezet a gostez.

AN ENE

Salokras, mignon ker, me n'ho tisprizan ket
Eus ar c'hourc'hemennoù n'hoc'h eus hini torret,

Hogen Doue a venn, meulomp e drugarez,
Lakaat fin d'am c'halloud ha d'ho sujedigezh.

Setu ni disparet gant ar marv digar,
Setu me unanik tre 'n neñv hag an douar,

Tre 'n neñv hag an douar evel ar goulmig c'hlas
A eas maez eus an arc'h da c'hout ha glav oa c'hoazh.

AR C'HORF

Hogen ar goulmig c'hlas en-dro oa distroet
D'an arc'h lec'h ma oa kent, ha c'hwi na reot ket.

AN ENE

Ober a rin avat, touiñ a rann-me dit,
Benn ar varn diwezañ me'n em gavo ganit.

N'en em gavo ganit, ker gwir ma' z an bremañ
Dirak ar varn gentañ, siwazh ! ken a grenan

Bez fisiañz, va mignon; mor-blaen goude gwalarn;
Dont a ran-me neuze da begiñ en da zorn ;

Pa vefez 'vel houarn, pa vin me bet en neñv,
Evel ur meanig-tenn me az tenno ganin.

AR C'HORF

Pa vin-me, ene kaezh, en ur bez astennet
Ha dre vreignadurezh en douar dispennet ;

Pa n'am bezo na biz, na dorn, na troad, na brec'h
Diwezat a vo deoc'h fallout ma c'has ouzh krec'h.

AN ENE

Neb a grouas ar bed, heb skouer na danvez,
En deveus ar c'halloud d'az ober a nevez.

Neb az anaveze, en amzer na oas ket,
A c'hello da gavout e-lec'h na vezi ket.

Ni 'n em gavo ker gwir, ker gwir ma 'z an bremañ,
Dirak ar varn c'harv, siwazh ! ken a grenan !

Ken a grenan, siwazh ! ken ven ha ken dister
Hag an delien lammet gant ur barrad-amzer.-

Doue glev anezhan, Doue respont buhan ;
- Ai ta, ene paour, ne vi ket pell e poan -,

Te 'peus ma servijet dre 'm out bet war ar bed,
Ha bremañ te po lod eveus ma joausted.-

Hen d'ober, o pignat, ur sell c'hoazh ouzh an traoñ,
Ha gwelet e gorf paour stegnet war ar varskaoñ.

AN ENE

- Demat dit-te, va c'horf, demat a laran dit,
Distreiñ a ran en-dro, gant kalz truez ouzhit.

AR C'HORF

- Tevet, o ene kaezh, gant komzoù alaouret,
Poultr ha breignadurezh n'eus keer truez ebed.

AN ENE

- Salokras, o va c'horf, dellezout a rez 'vat
Kerkoulz hag ar pod-pri oe ennañ louzoù-mat


AR C'HORF

Kenavo 'ta, buhez, kenavo pa 'z eo ret !
Doue d'ho c'has d'al lec'h m'hoc'h eus c'hoant da vonet

C'hwi vo dihun bepred, me, siwazh ! a gousko !
N'am ankounac'hit ket, hag hastit an distro.

Na penaos a rit-hu, livirit-hu din-me ?
Ken drant ouzh ma c'huitaat, ken digonfort on-me

AN ENE.

- Eskemmañ drein garv gant rozennoù 'm eus graet
Ha gant mel meurbet dous ur vestl c'hwerv-meurbet.-

Neuze, laouen ha skañv evel un alc'houeder ;
An ene sav, e sav, e sav e-barzh an aer.

Hag evel m'eo degoue'et, skeiñ a ra war an nor,
Ha d'an aotrou Sant Per hi a c'houlenn digor.

AN ENE.

Oh ! c'hwi ' aotrou Sant Per, a zo karantezus,
C'hwi am digemero e baradoz Jezuz ?

SANT-PER.

E baradoz Jezuz e vi digemeret,
Rak tra ma oas er bed e zigemer c'heus graet.-

Hag en ur vonet tre eñ a zistro en-dro,
Hag a wel e gorf paour 'vel ur bern douar-goz.

AN ENE.

Kenavo dit, va c'horf, ha da drugarekaat ;
Kenavo, kenavo da draonienn Jozafat.

Me glev ur veuleudi 'vel na glevis he far,
Tizh zo war ar c'houmoul, ar gouloù deiz a bar !

Setu me o vleuniañ evel ur boudig roz
A-hed gwazh ar Vuhez e liorzh ar baroz.


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)