Aelez eus ar baradoz, sellit pebezh enor
A ra deomp er sakramant Jesus, hon Redemptor
Ur wech evit hor prenañ ez eo bet inkarnet
Hag evit dont d'hor magañ, ganeomp e chom bepred
Mari, gwir vamm da Zoue, Mari, va mamm dener,
Va sikourit da resev ho Mab ha va Salver.
Me ned on siwazh netra, netra nemet pec'hed,
Med ennoc'h ec'h esperann, 0 va mamm benniget.
Krouer an Neñv, an douar, war an aoter, bemdez,
Dre gomz nerzhus ar beleg, a ziskenn eus an neñv,
Un Doue, kalz uheloc'h eget ar firmamant,
En em izelañ dindan spesoù ar sakramant.
Un Doue ne chañch jamez e-pad an holl amzer,
Un Doue war balv e zorn a zoug ar bed antier,
En em lez dre ar beleg da vezañ diblaset,
Evit diskenn e kalon ar paourañ 'zoug ar bed.
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)