Itron Varia Wir Sikour
Mamm vat, mamm a druez
Lezit da gouezhañ an dour
A freska an ene
Dour ar c'hras, dour ar pardon
A c'houlennomp hirie
Evit ma vo hor c'halon
Divlam dirak Doue
Kristenien a Vreizh-Izel
Diredet d'al lec'h-mañ
Da c'houlenn nerzh ha skoazell
Gant an Itron Varia
Deut oc'h evit pardonañ
Ha diskouez 'zo 'n ho kreiz
Evit ur vamm ar gwellañ
Fiañs ha feiz e-leizh
Gras Doue en hor c'halon
Vefomp, o tra souezhus,
Gwir vugale deoc'h, Itron,
Ha breudeur da Jezuz !
Neuze gwir belerined
Petra c'hallfemp goulenn,
Petra ha na rofec'h ket
En distro, d'hon fedenn ?
Ma zo en oabl koumoul du
Dare mat da strakal
Ha ma weler a bep tu
An disurzh dishual
Roit deomp nerzh da stourm bepred
Ha da viret 'n hon kreiz
Ar feiz keit zo gwriennet
En kalon tudoù Breizh
Hon sikouret da vezañ
Kristenien penn-da-benn
Kristenien hep marc'hata
Dre holl en pep tachenn
Kristenien en hon gwazhioù
Gwad yac'h hag a vervfe
Ma ve ret difenn gwirioù
An iliz hag ar feiz
Deiz ho pardon, o Gwerc'hez,
Dastumet 'n hoc'h iliz
Na meump holl nemet ur vouezh
Mouezh gwir vugale Breizh
Nemet ur vouezh 'vit laret
"O Itron Wir Sikour !
Kentoc'h mervel ma vez ret
Evit bezañ treitour !"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)