Kanaouenn al levier (La chanson du pilote)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Kanaouenn al levier (La chanson du pilote)

Chansons Bretonnes - Kanaouenn al levier (La chanson du pilote) Lyrics

Da Santez Anna em 'on bet,
Rak war vor emañ ret monet.

- Da Santez Anna,
Da Santez Anna,
Da Santez Anna,
Neb ya Anna
N'ankoua.

Kenavo deoc'h, Kervignagiz,
Dont a rin souden war ma c'hiz.

- Da Zantez Anna, etc.

Me eo a zo ar paotr-levier
Ar Surveillantez, al lestr kaer.

Da Santez Anna, etc.

Hag hen fretet gant kouevr melen,
Splannoc'h hag aour pe argant gwenn.

Ken drant evit un demezal
Hag a ya da ober ur bal.

Na kaerat un dra hen ober ?
Ur c'hanolier da vombarder !

- Kanolerien, sonet ho son,
Ma imp de'i, me ha ma itron.

Sonet, sonerien, sonet ge,
Ma imp de'i bloc'h ma dous ha me !-

Oa ket komz Er Mank peurlaret,
Ar c'hanol en deus tregornet.

Ul lestr saoz a zo erruet,
Ur gwall-vordad deomp n'eus strinket ;

Al lestr gantañ ur banniel ruz,
Ha c'hwezek kanol a-bep tu

- Ma eo daou ha tregont o deus,
Daou ganol ha tregont hon eus.

Hor bordad hon eus-ni losket ;
Betek ar c'hein en deus straket.

- Sturig mad, gra mat da vicher,
Na vez ket amzent d'ar sturier.

Va sturig mat, deomp-ni a-raok
Setu ni hon daou krog-oc'h-krog.

Tregornañ ra ar boledoù
Ar boledoù atav, atav !

C'hwezhiñ ra kovoù al listri
Ar mor tro-war-dro o virviñ.

Kovoù al listri a zigor
Ken a gouezh ar gwernoù er mor.

Ker stank gwelodiennoù er strad
Ha mez er c'hoad goude barrad.

Pevarzek boled rez hon eus bet ;
Pevarzek rez hon eus daskoret.

Abaoe pemp eur eo a denner,
Ha n'eo ket skuizh ar c'hanolier.

Ned eo ket skuizh ar c'hanolier ;
Kennebeut ned eo al levier.

Ar c'habitan ne laran ket
Ar c'habitan zo gwall-aozet.

Ti'et er c'hof, ti'et er jod,
Ti'et en tal gant ur bolod.

Koulskoude emañ 'tav a-raok
En e sav, o reno ar c'hrog.

Na ehan tamm oc'h ober mad,
Evitañ da redek e wad.

E wad a red a-bouladoù !
Kergoualer zo un den mar zo !

War al lestr n'ehan den ebet,
Evitomp holl bout gwall-di'et.

Ti'et omp holl nemet unan
N'her anvan ket er sonenn-mañ.

Pemp troatad dour e don ar c'hal,
Pemp troatad dour, gwad kement-all !

- Kabitan ker, deus, deus ha sell !
Troc'het an dris ; koue'et ar sinel !

Klevez ket ar Saoz o laret :
- O sinel o deus diskennet.

- Diskenn ! diskenn ! oh na rin ket
Keit a vo gwad em wazhied !-

Er Mang a glev, ha' mañ pignet
War ar wern-volosk, en ur red ;

Kreiz ar boledoù, sonn e benn,
A zisplegas ur mouchouer gwenn.

Oh ! ni n'hon eus ket diskennet;
Sevel ar sinel hon eus graet.

Ar Breton na ziskenn nepred;
Yannig-ar-Saoz ne laran ket

Ar c'habitan saoz zo lazhet
'Vel un den mervel en deus graet.

'Vel un den mervel en deus graet ;
Tanet en e roched gwadet.

Tanet lestr ar Saozon ganeomp;
I noazh, o neuial davedomp.

An dud eus a Vrest a youe
0 welet hor listri mont tre.

An holl dud a Vrest a youe,
Nemet ar mammoù paour na re.

Pebezh enor, deomp, Bretoned,
Ar Saozon a zo bet trec'het

Pebezh enor, Kervignagiz,
Galvet eo Er Mank da Bariz.

Da Bariz emañ bet galvet,
Hag ouzh taol ar roue aze'et ;

Taol ar roue, gant ar briñsed
A ra stad ouzh ar Vretoned.

Bet en deus ur vedalenn aour,
Ha lakaet eo da ofisour

Mil bennozh Doue d'ar roue
D'ar roue mil bennozh Doue.

Doue ouzh ar stad na sell ket,
Ar roue na sell kenneubet.

Tudjentil ha tud ar ploue,
Meulomp holl, e Breizh, ar roue.

Ar roue ha Santez Anna,
Mamm-baeronez vat ar vro-mañ

- Da Santez Anna,
Da Santez Anna,
Da Santez Anna,
Neb ya, Anna
N'ankoua


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)