Ha penaos ober krampouezh ( Et comment faire des crêpes ? )
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Ha penaos ober krampouezh   ( Et comment faire des crêpes ? )

Chansons Bretonnes - Ha penaos ober krampouezh ( Et comment faire des crêpes ? ) Lyrics


Kerkent ha m'oan dimezet
Alloñla digeda alloñla
Alloñla digedon alloñla
Kerkent ha m'oan dimezet
En ur stad trist 'voen lakaet Komer
En ur stad trist 'voen lakaet

Lakaet oen e gwall enkrez
Alloñla digeda alloñla
Alloñla digedon alloñla
Lakaet oen e gwall enkrez
N'em boa seurt em ziegezh Komer
N'em boa seurt em ziegezh

Paour-glez oan peogwir n'em boa...
Em zi na skudell na loa...

N'em boa na taol, na listri,
Na tamm ganto da zebriñ

Ha penaos ober krampouezh
P'edo va dour er Blavezh ?

Da glask dour e oan kaset
Gant ur podig pri torret

Gant ur podig pri torret
Hag ur c'hozh sailh didalet

Va rozell ha va spanell
A oa c'hoazh er c'hoad a-bell

Va bleud oa e Gemene
Ha va c'hoad e Kemperle

Ha pa lakaen kig er pod
Em boa un askorn d'am lod

Me 'n em gave, c'hoazh, ervat
O chom en ti d'e grignat

Rak alies, 'vel ar c'hi
E voen skarzhet eus an ti

Pa 'z aen da fritañ vioù
'N deveze dek ha me doau

Setu, tudoù, ar vuhez
A renan em ziegezh


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)