Me 'm eus bet ul lez-vamm na n'eus hini war ar bed
Teir eur a-raok an deiz ganti e vijen savet
Da vont da gerc'hat dour d'ar feunteun a Wazsavet (bis)
Pa'n arruis 'tal an dour ar feunteun oa strafuilhet
Gant mab un denjentil o abeuvriñ e gezek
Hag eñ goul diganin ha me a oa dimezet
He me oa plac'h yaouank, e respontis ne oan ket
Hag eñ tap krog em dorn d'am c'has da ur valaneg
Hag em lakaat ennañ da sellet ouzh ar stered
Pa savis ac'hane, ha me komañs da ouelañ
Aotrou Doue, 'meve, petra m'eus kollet amañ
Setu ase pemp kant skoed pere am eus kavet
Kavet war an hent bras pa oan d'ar gêr o tonet.
Birviken ne gavin pezh am eus amañ kollet (bis)
Terrupl 'ta ! va mestrez, ho kavout a ran chañchet
'Baoe ar wech diwezhañ 'm'oe an enor d'ho kwelet
Du-mañ zo manet gwin 'baoe eizet ma maeronez
Ha ma karet evañ, me gaso deoc'h ma mestrez
Gwell ve din evañ dour eus ar feunteun Wazsavet
'Vit evañ gwin cleret gant 'hini ne garan ket
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)