Er Vereuri a Gerlosket
Trei tra lon la lon la la direno
Er Vereuri a Gerlosket
Zo asignet ur plomadeg
Tudoù yaouank ha kozh ivez
Hag e yae d'ar plomadeg-se
Kanañ a raent ha c'hwitellat
'N 'ur vont d'ar park da labourat
C'hwitellat a raent ha kanañ
'Sonjent ket n'o eur diwe'hañ
P'o devoa o mer'nioù debret
Triwec'h an'he a zo marvet
Triwec'h an'he a zo marvet
'R vatezh vihan an naontekvet
Kaset voe lizher d'ar Person
Diwar vertuz an ampoezon
Person Pedernec a lare
En Kerlosket pa'n arrue
"Merourez paour, din o laret
Petra da ver'n ho poa kaset ?
- Yod kerc'h ha laezh fresk ribotet
Vel 'mañ ar c'hiz d'ur plomadeg
Vel 'mañ ar c'hiz d'ur plomadeg
Triwac'h an'he a zo marvet "
'R verourez paour p'he deus klevet
Teir gwech d'an douar eo koue'et
Teir gwech d'an douar eo koue'et
'N Aotrou Person 'n 'eus hi savet
"Triwec'h loen gorn a zo 'n em zi
Eizh a gezeg zo 'r marchosi
Keit ha pado unan an'he
Toud e eint da bediñ gante"
Person Pedernec a lare
Pron e overn 'sul da greisteiz
"Me ho ped, gwragez ha merc'hed,
Ho ribotehoù a skodfehet
Ho ribotehoù a skodfehet
Walleur gante zo c'hoarvezet
Walleur gante zo c'hoarvezet
Na triwec'h den a zo marvet
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)