D'an daou warn-ugent a viz Du
Diwallit mat, mignon, alo
D'an daou warn-ugent a viz Du
Tiskennas Saozon en Dourdu
'Barzh en Dourdu p'int diskennet
Diwallit mat, mignon, alo
'Barzh en Dourdu p'int diskennet
Ur plac'h yaouank o deus laeret
O-deus laeret ur plac'hig koant
'Vit kas gante d'o batimant
Marivonig oa hec'h anv
Genidik oa eus Plouigno
"Keno ma mamm, keno ma zad,
Biken n'ho kwel' ma daoulagad
- Tavit, ma merc'h, na ouelit ket,
Rak ho puhez ne gollfet ket"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)