Itron Varia Gwirvané, hon Mamm hag hon souten,
Benniget ho pugale, bremañ ha da viken !
1. Etre Gwened ha Kerne, el lann, war an uhel,
Kuzet dindan ar gwez braz, e kaver eur chapel.
2. Ar Vretoned, a bell'zo, o deus hi bet savet.
Ha chapel ar « Gwirvané » (1) o deus hi bet galvet.
3. Ar Vretoned, a bell'zo, eus Gwened ha Kerne,
A zo karget a fians e Gwerc'hez Gwirvané.
4. Eus he zrôn e Gwirvané, en-dro d'ezi pa sell,
Daoulagad hon Rouanez a bar war Vreiz-Izel.
5. Gwelet a ra koajou glaz, tre beteg Klegereg,
Ha traonienn fresk ar Blavez a dremen e Gwareg.
6. Gwelet a ra, er c'hreistez, ar Faouet ha Gourin ;
Er c'huzheol e well Rostren, Mael-Karaez ha Plevin.
7. Pelloc'h, en tu hanter-noz, Bothoa, Sant-Jill,
Ha kalz a barreziou all anavet mat ganti.
8. Gwelet he deus hon tud koz o labourat an douar,
Hag o serviji Doue, 'raog mont gantañ d'e c'hloar.
9. Lies o dije poaniou, a-wechou e ouelent :
Rag ne bad an eürested nemet e Bro ar Sent.
10. Med ar joa war an anken 'n o c'halon a drec'he
Pa savent o daoulagad etrezek Gwirvané.
11. Nag a wech ez int bet deut, hag a dost hag a bell,
O chapeled en o dorn, da di o Mamm santel !
12. Dont a rent e kreiz an hañv, e deiz ar Pardon braz :
An deiz-se, Mari d'an Neñv eus ar bez a bignas.
13. Dont a rent e kreiz ar goañv, daoust d'an deñvalijenn,
Tre betek lein Gwirvané da laret o fedenn.
14. Na gwrez an heol war o fenn, nag an erc'h leiz an hent,
N'o harze deus Gwirvané, gant prez e tiredent.
15. Gant prez ive ar Werc'bez a skuilhe he grasou
En-dro d'ar Menez santel, leiz an holl eneou.
16. Hon Mamm zo hirie an deiz ken tener ha biskoaz ;
Eus Gwirvané he c'halon a drid evidomp c'hoaz.
17. Evel ar Vretoned koz, ni fell d'imp enori
Rouanez ar gristenien el lec'h a blij d'ezi.
18. Ni fell d'imp hec'h enori dre gomz ha dre ober,
O heuil lezen he Mab ker, Jezuz-Krist hon Salver.
19. Sevel a rimp hon re vihan e karantez Doue :
Gwelloc'h eo relijion evit aour ha leve !
20. Bep sul, bep gouel, ni lezo an ti hag al labour,
Hag en iliz, gant Jezuz, ni glasko he zikour.
21. Pa bouezo ponner warnomp paourentez pe glac'har,
Ni sonjo e Mamm Doue 'tal ar Groaz er C'halvar.
22. Mar kouez etre hon daouarn eun tamm pinvidigez,
E lod a vo da Zoue, hag o lod d'an dud kaez.
23. Ha c'houi bremañ, O Mari, chilaouet ac'hanomp,
'N ho chapel, leun a zoujans, diragoc'h pa bedomp.
24. Pellait euz hon famillou ar walenn a gasti,
Evit ma vezo bara ha yec'hed e pep ti.
25. Dalc'het ennomp madelez e kenver an nesañ,
E-pad an nebeut amzer ma chomomp er bed-mañ.
26. Obtenet dimp, dreist pep tra, gras Doue da vepred :
N'eus ket eur stad ken euzus hag ar stad a bec'hed.
27. A flammou ar Purgator, diboaniet hep dale
Kement e-neus ho pedet amañ e Gwirvané.
28. En eur grevus ar maro, diskennet 'n hon c'hichen
Ni garfe, O Mamm dener, mervel war ho parlen !
29. Ha neuze er Baradoz, ni holl ho pugale
En em gavo d'ho meuli, evel e Gwirvané !
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)