" P'lec'h it-hu pasajerez gant ho pagig bihan
Gant ho pagig bihan
D'en on riskañ war ar mor, evel-se hoc'h unan (bis)
Ho pagig hag ho kened zo ken skedus ha koant
Evel ur binikiouer, a ve aour pe arc'hant
- Me zo ur vinorezig oajed a bemzeg vloaz
Hag am eus kalz da ziwall c'hoarfe ganin netra
Ur plac'h defe ar walleur na da goll hec'h inor
Ve noazuz dirak Doue, disprizet gant an holl
Ha goude ve diweet de donet de ouelañ
An inor pa ve kollet n'heller ket hen prenañ
- N'eo ket 'vit koll hoc'h inor nag ivez ho kwerc'hded
E teu din-me‚ plac'h yaouank, da gemer liberted
Rak me zo un den yaouank a gar beañ sekret
Na n'ouzon ket ar feson da c'hodisañ 'r merched
Rak se 'ta ma Ijabel, ma dous, ma c'harantez,
'N on embarket en ho pag ha ma hiset ivez
A-barzh ur pennad amzer ni vo hon daou kontent
Na da veañ uniset gant Roue ar firmament
- Me ho ped ma servijer, pa vet n'ho karnizon
Da skrivañ din ul lizher deus a greiz ho kalon "
P'oan arri en La Vendée lec'h m'emaon da vonet
Ha me skrivañ ul lizher d'am gwir muiañ-karet
An adres deus ma lizher am boa roet d'am zad
0 soñjal ober gwellañ ha n'em eus ket graet mat
Na kaer am boa mont bemdez da Bost al lizheroù
Ne gleven deus ma mestrez, nag a nep seurt keloù
Ne gleven deus ma mestrez, nag a nep seurt keloù
Arru e oan da soñjal penaos e oa marv
Pa'n arruis ti ma zad, hep debriñ nag evañ
E oa doare ma mestrez a c'hontis da gentañ
E oa prest din respont gant tud deus ar c'hontre
" Dime'et eo da vestrez n'ez eus ket pell abaoe
- Mard eo dime'et ma mestrez, n'ez eus ket pell abaoe
Oh na tapet ma sabrenn zo ouzh ma c'hostez kleiz
Oh na tapet ma sabrenn zo ouzh ma c'hostez kleiz
Ha plantet hen 'n em c'halon n'eus forzh pegen lemm eo ! "
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)