Guillaouic Calve ( Guillaume Calvez )
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Guillaouic Calve   ( Guillaume Calvez )

Chansons Bretonnes - Guillaouic Calve ( Guillaume Calvez ) Lyrics


Guillaouic Calvé 'n euz promettet
Mond da bardonna gant ar merc'het (bis)

Mond da bardonn an Dreinded Gwengamp
Asamblez gant peder plac'h iaouang

Da bardonn èn Gwengamp mar-g-et
Klévé ha pistolen e tougfet

War an hicho braz zo forbanet
A lammo diganac'h ho merc'hed

Ne dougin klevé na pistolen
Met ma zamm bihan e voaien wen

Met ma zamm bihan e voaien wen
Hag a vo goarnisset en daou ben

Hag a vo goarnisset en daou ben
Gand eur c'herc'hen zo èn arc'hant gwenn

An Otro Pàn neuzé a leré
Diwar fardell ar vilin nevé :

Me wel aze peder plac'h iaouang
A zo e kreiz ma gourhamañ ( 1 )

Tevet ma mestr na sonjet ké zé
Rag eur gwall barti a zo gant hé

Rag eur gwall barti a zo gant hé
Ema gant hé Guillaouic Calvé

Guillaouic Calvé dign o leret
Pegeit tost kar d'ac'h é ho merc'het

An div arog ê ma c'hoarezed
An hini a greiz ê ma fried

An hini a greiz ê ma fried
'N hini warlec'h merc'h mac'h amezec

Dame d'in ta merc'h hoc'h amezec
Ha me losko ganac'h ho pried

Kentoc'h pe digané ma friet
Evit m'ho pe merc'h mac'h amezec

Evit m'ho pe merc'h mac'h amezec
Rag ar garg aneï meuz kemeret

An Otro Pàn pa'n 'euz klevet
Eur c'houitelladen en neveuz gret

Eur c'houitelladen en neveuz gret
Seiz a dud a Bàn zo 'n em rentet (3)

Ha kemend all euz he forbaned
Mag a oa anez-he pevarzec

Hag evit hé pevar nag a bemp
Droan morsé diwarn hé ma hent

Hag evit hé c'houac'h nag evit seiz
Ne ran caz ebet 'dudjentil Breiz

Kriz vijé ar galon na oueljé
War hent braz Karhaez neb a vije

Welet ar ieot glaz o ruañ
Gant goad an dudjentil o iénañ

Gant goad an dudjentil o iénañ
Hag ar merc'hed iaouank o ouelañ

Tevet merc'hed iaouank na ouelet ket
Da bardon Gwengamp efomp bepred

Droug pé vad a vo gant an Otro Pan
Ni a iélo da bardon Gwengamp.

Ar Roué braz pa'n en euz klevet
D'hi bachic bihan hen euz laret

Et de laret de Willao Calvé
De donet amañ de gomz gané

Ebarz 'n em falez pa'n arrio
Morian ar Roue a gombato.

De mat dac'h Roué ha Rouanez
Gwall abred e on deut d'ho palez

N'euz ket evit c'hoaz triwac'h vla gret
Am euz bet an inor d'ho kwelet

Guillaouic Calvé dign o leret
N'ha ma Morian a gombatjet ?

Dihasset neañ amañ er zall
Ni a c'hoario hon daou raktal

Pa dol Morian e zillat d'an douar
Dol Guillao Calvé hé ré war var

Prestig ar Morian a lamp en èr
Guillao lak e glevé d'hé gomer

Lahet oé Morian ar Roué
Glaharet a oé a gement sé.

Guillaouic Calvé dign o leret
Kant a zoudarded a gombatfet ?

Dihasset anezhé dign èr porz
Hag e vent daou gant me ne ran forz

Neuzé ar Roué d'ar Rouanez
M'am mije soudarded 'vel Calvez

M'am mije soudarded 'vel Calvez
Me c'honnefé er broverz gant'hé.


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)