Bimbaoñ ! gavrig an hañv
Pelec'h out bet e-pad an hañv ?
- En un toullig en douar
O c'hedal an amzer glouar
Bimbaoñ ! gavrig an hañv
Petra 'ri, bremañ, en hañv-mañ ?
- Meuliñ Doue am savas
Ha douar hor Breizh am magas
Bimbaoñ ! gavrig an hañv
Ha petra 'ri c'hoazh, en hañv-mañ ?
- Kanañ drant va c'hanaouenn
Da lakaat holl Vreiziz laouen
Bimbaoñ ! gavrig an hañv
Ha petra 'ri c'hoazh, en hañv-mañ ?
- Karout va gioc'h karadek
Ha va neizh kuzhet en havreg
Bimbaoñ ! gavrig an hañv
Ha petra 'ri c'hoazh, en hañv-mañ ?
- Deskiñ d'am evnedigoù
Nijal war o eskelligoù
Bimbaoñ ! gavrig an hañv
Ha petra 'ri c'hoazh, en hañv-mañ ?
- Diwall ouzh fazi marvel
O tec'hout diouzh skoul ha sparfel
Bimbaoñ ! gavrig an hañv
Ha petra 'ri c'hoazh, en hañv-mañ ?
- Klask un toull kuzh da vervel
Pa deuio Doue d'am gervel
Bimbaoñ ! gavrig an hañv
Fur out, e-skoaz kalz a dud skañv !
- Bepred e ran youl Doue
Warnomp holl Eñ eo ar Roue
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)