Floc'h Loeiz Trizek ( Le page de Louis XIII )
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Floc'h Loeiz Trizek   ( Le page de Louis XIII )

Chansons Bretonnes - Floc'h Loeiz Trizek ( Le page de Louis XIII ) Lyrics

Floc'hig ar roue a zo paket,
Abalamour d'un taol 'neus graet,
Rekedak ta la, Lari lari larila

Abalamour d'un taol hardizh,
Emañ er vac'h griz e Pariz.

Eno na wel na noz na deiz
Un dornad plouz evit gwele ;

Ha bara segal evit boued,
Ha dour puñs evit e sec'hed.

Eno na zen deu d'e welet,
Med al logod hag ar ra'ed,

Al logod hag ar ra'ed du,
Deus ar re-se en deus didu.

Eñ lâre, dre doull an alc'houez,
Da Benfeunteunioù, er c'houlz-se:

- Yannig, te va brasañ mignon,
Selaou un tammig ac'hanon :

Kae d'ar maner bete ma c'hoar,
Ha lavar de'i em on war var,

War wir var da goll ma buhez,
Dre gemenn an aotrou ar roue :

Ma zeufe ma c'hoar bet' ennon
Konfort a refe d'am c'halon.-

Penfeunteunioù dal 'm' e glevas,
Etrezek Kemper e redas

Kant lev ha tregont zo, war dro,
Etre Pariz ha Bodinio

C'hoazh neus o graet, ar paotr Kernev,
E div noz hanter hag un deiz.

Pa eas tre er sal Bodinio,
Oa gouloù enni tro-war-dro ;

An itron a oa o koanio
Gant tudjentil vras eus ar vro.

Hag en he dorn un hanaf mar
Leun a win-ruz a wellañ barr.

- Floc'hig koant demeus a Gernev,
Peseurt keloù zo ganout-te,

Pa 'm out ker glas hag an askol,
Ken diflak hag un yourc'h war goll ?

- Ar c'heloù zo ganin, itron,
Lakay strafuilh en ho kalon,

Ho lakay da huanadañ
Hag ho taoulagad da ouelañ

Ho preurig paour a zo war var,
Mar zo bet biskoazh war zouar ,

War wir var da goll e vuhez,
Dre gemenn an Aotrou ar roue.

Ma yefec'h bet' ennañ, itron,
C'hui refe konfort d'e galon.-

Kement e oe bet strafuilhet
An itron gaezh, oc'h e glevet,

Kement e oe bet strafuilhet,
Ken e loskas an hanafed

Hag e stre'as gwin war an daol.
'Trou-Doue ! houmañ arouez fall !

- Buan ! paotred ar marchosi !
Buan ! daouzek marc'h ha deomp de'i !

Pa grefen unan e peb poz,
Me yelo da Bariz fenoz ;

Pa grefen unan e peb eur,
Fenoz ez in bete va breur.-

Floc'hig ar roue a lâre,
War ar c'hentañ daez pa bigne

- Ne ran forzh da begoulz mervel,
Pan'd divroet, pan'd diskoazell

Pan'd divroet, pan'd diskoazell,
Pan'd ur c'hoar 'm eus e Breizh-Izel.

Hi vo bep noz o c'hervel breur,
O c'hervel breurig e peb eur.-

Floc'hig ar roue a lâre,
War an eilved daez pa bigne :

- Me garfe, kent hag ar marv,
Klevet keloù demeus va bro

Klevet keloù demeus va c'hoar,
Va c'hoarig kaezh ; daoust hag hi oar ?

Floc'hig ar roue a lavare,
War leinig ar groug pa bigne

- Me glev ar ruioù o krenañ,
Gant heul va c'hoar o tont amañ !

Va c'hoar zo erru d'am welet,
En anv Doue ! gorto'et !-

Ar penn-arser, 'neus respontet
D'ar floc'hig, pa'n deus hen klevet :

- Kent ha ma vezo erruet,
C'hwi a vezo bet dibennet.-

Itron Bodinio a-neuze
Gant re Bariz a c'houlenne

- Petra foul zo 'touez ar wazed ;
Kement me zo 'touez ar merc'hed ?

- Loeiz Trizek, Loeiz an traitour
A laka dibenn ur floc'h paour.-

Oa ket ar ger peurlavaret
Evel m'he deus he breur gwelet ;

Gwelet he breur kaezh daoulinet,
E benn war ar c'hef-lazh soublet

Hag hi ha douch, en ur hopañ:
Va breur! va breur ! losket-han 'ta!

Losket-han ganin, arserien,
Me rey deoc'h kant skoed aour melen ;

Me rey deoc'h, evel un diner,
Daou c'hant mark argant Landreger.-

Gant ar groug dal' ma tigoue'as,
Penn he breur troc'het a goue'as,

Ken a strinkas gwad war he benn
Hag eñ ruias a-benn-da-benn.

- Yec'hed deoc'h, roue ha rouanez,
Pa m'oc'h ho taou en ho palez.

Peseurt torfed en deus hen graet,
P'emañ bet ganeoc'h dibennet ?

- C'hoari kleze hep grad ar roue ;
Lazhañ kaerañ floc'h en devoe.

- Ar c'hleze na ziwenner ket
'Michañs, hep kaout abeg ebet.

- Abeg en deus bet, a dra sklaer,
Evel m'en deveus al lazher.

- Lazherien, aotrou, n'em omp ket,
Na denjentil Breizh kenneubet

Na denjentil gwirion ebet
Ar C'hallaoued, ne lâran ket;

Rak me oar a-walc'h, mab ar bleiz,
Gwell ganeoc'h kaout gwad eget reiñ.

- Sarret ho peg, va itron ger,
Mar 'peus c'hoant da zistroiñ d'ar gêr.

- Ne ran forzh chom pe mont en-dro,
O vezañ ma breur kaezh marv,

Be'añ droug gant roue a garo,
E abeg fell din, m'hen gouio !

- Mar gout e abeg a fell deoc'h
Selaouet ha me lâro deoc'h

Mont a reas da vuanekaat,
Ha klask trouz d'am floc'h en deus graet,

Ha kleze oc'h kleze timat,
O klevet al lavar anat,

Al lavar kozh, ar wirionez
«N'eus tud e Breizh, nemet moc'h-gouez »

- Mard eo hounnezh ur wirionez,
Ur wirionez-all ouzon-me

«Evitañ da vout roue bro C'hall,
Ned eo Loeiz med ur goaper fall. »

Hogen prestig e weli-te,
Ma wel pe wazh e wapez-te

Pa 'm bo disko'et, 'benn ur gaouad,
D'am broiz va lenn leun a wad,

A-benn neuze e ouezi reizh
Ma bez, e gwir, moc'h-gouez, e Breizh

Un div pe deir zun goude-se,
Ur c'hannadour a zegouezhe,

'Zegouezhe deus bro Normaned,
Gantañ lizherioù siellet,

Lizerioù siellet e ruz
Da reiñ d'ar roue fri-bras doc'htu ;

Ar roue pa en deus o lennet
Sellet ken du en deveus graet,

Sellet ken du evel ur c'hazh
'Vel ur c'hazh-gouez ti'het el las.

- Mallozh ruz ! m'am bije gouiet,
Ar Wiz na vize ket kuitet!

Ouzhpenn dek mil skoed a gollan,
Ha dek mil den war benn unan !-


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)