Diviz diwar-benn an dimeziñ ( Conversation au sujet du mariage )
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Diviz diwar-benn an dimeziñ   ( Conversation au sujet du mariage )

Chansons Bretonnes - Diviz diwar-benn an dimeziñ ( Conversation au sujet du mariage ) Lyrics

Me oa manet minor bras, 'baoe an oad a bemp bloaz
Ha bremañ me zo major en oad da douch ma zra

Ma choman pell den yaouank, a renkin bezañ tost
Pe achapo ma arc'hant pa na 'n eus ket a lost

Gwell eo din bezañ dihun keit am eus un tamm traoù
Ha klask danvez ur fortun, vo ingal din ar gleoù

Me anvez ur plac'h yaouank a gavan deus ma soñj
Bezañ 'deus un tamm arc'hant ha war ar renk da douch

Mar klaskan ur vazhvalan, me vo brudet dre-holl
Paeañ Mari d'am embann, kement-se gavan drol

Monet ma-un' d'he beteg, ma na blijan ket de'i
D'am refuz 'deus librentez, deus ket a zroet d'am skeiñ

AR PAOTR (oc'h arruet e ti ar plac'h)

Salud, feumelenn yaouank, dre gomzoù Kupidon
Me 'm eus poan ha nec'hamant, ken eo trist ma c'halon !

Me a zo deut d'ho koulenn : ma 'c'h akseptet ma c'haoz
'Nimp a lakeo pedenn bremañ gant hon zud kozh

AR PLAC'H

Na gredan ket, den yaouank, ho pe ur galon drist
C'hwi 'peus formet an diskour 'vit kaout ur bannac'h chistr

Toullet zo ur varrikenn vat, me gred ho peus klevet
War zin ober marc'had a dorrfed ho sec'hed

AR PAOTR

Me, n'eo ket vit kaout boeson 'c'h on deut betek amañ
Respontet din ho rezon war pezh a c'houlennan

Bez am eus okasion da feurmiñ ur c'houldri
Na vank din 'met ur pichon, 'vit komañs menajiñ

AR PLAC'H

Oblijet on da grediñ rezonioù an dud kozh :
E krog ar c'hoant dimeziñ, prim 'vel ur barr droug-kof

C'hwi zo deut surpriz ar miz d'am goulenn, den yaouank,
Evel kas ofrañs ar wiz da chapel Sant-Visant

AR PAOTR

Abaoe ma komañsas Venus da bikat ma c'halon
Pemp bloaz a zo tremenet abaoe eost ar melchon

Oc'h avizañ ar merc'hed, n'am beus kavet unan
A defe ma zorc'hennet eveldoc'h, Mari-Jan

AR PLAC'H

Klevet eta, Jan-Mari, na gollet ket hoc'h amzer
Me c'ha d'ho tizorc'hennañ, pe vo diaes ober

Me am bez ma c'hurunenn da vonet d'ar bed-all
Gredan ket e timezfen na deoc'h na d'ar re all

Dimeziñ 'n amzer bremañ, zo mont en esklavaj
Gwir eo, kalz antre kontant en breuriezh ar Garnaj

Pa ve 'n dud war-lerc'h fortun, vent kamaradoù vras,
Hag ur wech graet ar c'hontrad, vent holl 'vel ki ha kazh

AR PAOTR

Daou zen kontradet dle bezañ 'vel unan
'N em respektiñ, 'n em garout, 'vel Tisbe ha Piram

Mard omp choazet gant Doue, 'vel Tobi ha Sara,
E vevfomp en union, hag akord war bep tra

AR PLAC'H

'Vit damesaat un anouar, a froter de'i he zal
'Komz brav : "chom 'ta koantennik, lak da droad en hual"

Ur wech prenned an huged, aet an nask war he fenn,
War an hent eeun renk kerzhet pe kaout fest ar gewenn

AR PAOTR

An taolioù zo difennet gant Doue ha gant ar bed
N'houllan ket, me, un anv 'vel Albert-Pil-e-Wreg

Pehini 'nevoa goulennet, 'raok sinañ e gontrat,
Mar vije mechant e wreg, kaout an droed d'he filat

AR PLAC'H

Kalz a gemer an droed-se, hep goul permision,
N'oun ket da betra tamall ken bras dizunion

Na glever 'met an insult, ar gourdrouz hag an taol,
Skouer fall 'vit ar vugale ha skandal 'vit a holl

AR PAOTR

Ar bed a zo korompet bremañ gant ar visoù
Hag a daol had jalouzi en meur a jardrinoù

An orgouilh a zo ken kreñv, 'ra deomp 'n em meprizañ
Holl 'deus c'hoant da gomandiñ ha den na c'houl plegañ

AR PLAC'H

Evidon mar dimezan, renkin bezañ mestrez
Mar ho peus c'hoant komandiñ, n'omp ket mat asamblez

Hag ouzhpenn e tivizan, 'raok bezañ kontradet,
E vo ret din kaout gwetur ; n'an ket war ar bidet

AR PAOTR

Ya, ar merc'hed zo bremañ, gar bezañ gwisket mat
Ha kotilhon ha bragoù holl o deus c'hoant da gât

An toull hag ar boutonoù ha komandiñ partout
Ha pa ve drebet ar mel, Yann a lipo ar pod

AR PLAC'H

Nebon, bezañ zo gwragez renk gwiskañ ur bragoù
Mar fifent re 'n o faotred dirijañ 'r menajoù

Deufe abred ar ziel da goach toull an alc'houez
Ha mont da chom da Langueux, da fritañ paourentez

AR PAOTR

Dre-se renkin kât ur plac'h deus a gostez ar mor
Ar re-se oar holl an tu da zastum yer en gor

Prenañ gwiskamant frezus, konduiñ an daol ront,
Ha tamall c'hoazh d'Isidor, mar c'ha ar stal da fond

AR PLAC'H

Ha c'hwi etrezoc'h, gwersed, oar kleuziñ boutailhadoù
Kargañ mat ha charreat deus an ostalerioù

Goude dispign hoc'h arc'hant, rentet dall pe bouzar,
Betek war an hent bras a diskarret ho karr

AR PAOTR

N'en deus ket a intrudu, 'vel gwragez Breiz-Izel
Ar re-se 'deus holl pep a filtr ha pep a sac'h flanel

Gout ouzont grilhañ kafe, impli'añ koavenn laezh
Fontañ sukr 'barzh an dour tomm, hag ober se hep fraezh

AR PLAC'H

C'hwi zo ur mestr kaozeer, c'hwi rei c'hoazh un oac'h mat
Eürus vo ar feumeulenn a c'hallo hoc'h atrap !

Vanko ket de'i a neud pa vefot war-dro 'r gêr
Ha diboultret de'i he dilhad d'ar c'houlz ha d'an amzer

AR PAOTR

Dre-holl roin ma aviz ha mont d'ar marc'hajoù
'Balamour da douch an arc'hant ha d'evañ bannachoù

Ha pa retornin d'ar gêr, mar bez gwreg faset fall
E komansin da ganañ 'vit ober de'i dañsal

AR PLAC'H

Mard eo 'vit ober boufon ho peus ezhomm ur plac'h
Eo gwell deoc'h klask ur vatezh, ha pa skuizho ganeoc'h

A vo lipr da bartial, ha c'hwi da glask un all
Ha ma bartife ho kwreg ho pez un tamm skandal

AR PAOTR

Deus klevet ho prepozioù, n'oc'h ket 'vit dimeziñ...

AR PLAC'H

Nann, a-dra-sur, den yaouank, birviken se na rin

AR PAOTR

Me soñje feurmiñ ur plas war hon anv hon-daou

AR PLAC'H

Feurmet 'vidoc'h hoc'h-unan, ha pep hini 'n e graou

AR PAOTR

Neuze 'c'h an da sortial. Kenavo, plac'h yaouank,
Bet sekret war gement-mañ hag am rentfet kontant
Pa na n'on ket d'hoc'h ide, ret eo din klask un all

AR PLAC'H

Bremañ oc'h lipr da vale, keit ha m'oc'h dishual


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)