Daou zen yaouank o vale
Koulz d'an noz 'vel d'an deiz
Daou zen yaouank o vale
Koulz d'an noz 'vel d'an deiz
Ha c'hoazh n'o doa ket aon
La la la la la le no
La la, la la la la lLa la la la la le no
La la, la la la la la
Deus jujamant Doue
An daou zen-mañ a gontan deoc'h
Zo pell zo 'n em garet
N'eus ket 'met gant ar marv
Vefent dispartiet
Ar marv pehini zo deut
Zo kriz ha dinatur
A lazhas ar femelenn
E-kreiz he flijadur
An den-mañ pa'n oa klevet
Oa marv e vestrez
En em daolas d'ar gouent
E-pad ur seiz bloavezh
E-pad ar seiz bloavezh-se
Mann ne rae 'met pediñ
Ha dezir gwelet e vestrez
'Vel pa oa 'n he buhez
Un devezh dreist ar re all
Ma oa 'pediñ 'n e gambr
Na parezas dirazañ
Portred un den yaouank
"O ! den yaouank", emezañ,
"Petra rafec'h din-me
Evit diskouez deoc'h ho mestrez
'Vel pa oa 'n he buhez
- Me ne bosedan netra
Nemet ur blantenn spern-gwenn
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)