Dalc'hit soñj mat, kristenien, ez eus un deiz santel
A zeu dre son ar c'hleier, bep sizhun, d'hor gervel
Da vont d'an iliz parrez, 'vit meuliñ an Aotrou
Ha goulenn grasoù nevez e-harz an aoterioù
Ha goulenn grasoù nevez e-harz an aoterioù
Sentomp eta ouzh Doue, bep sul deomp d'an iliz
Evit klevet e gomzoù, ha 'vit ar sakrifis
Tud vat, selaouit hiziv levr kaer an Aviel
Jezuz vo ar prezeger, selaouit e gentel :
"Na vezit ket war enkrez, ha na livirit ket :
Petra gavin da zebriñ, penaos e vin gwisket ?
An Tad ho peus en neñvoù zo lemm e zaoulagad
Eñ roy d'e zervicherien ha bevañs ha dilhad
Sellit ouzh an evnigoù, a nij a-zioc'h ho penn :
N'ouzont na hadañ na mediñ, n'o deus ket ur c'hreunenn
Kaout a reont, dre gras Doue, bep dervezh o begad
Bevit eta gant fiziañs e madelezh ho Tad
Sellit ouzh ar bokedoù, a sav ken stank er prad :
Biskoazh n'o deus bet desket na nezañ na gwriat
Ha koulskoude Salomon, warnañ e vantell aour,
E-skoaz ur bodig lili a oa c'hoazh gwisket paour
Ni esper ar baradoz goude fin hor buhez
Lec'h ma klevimp gant dudi kantikoù an Aelez
Rak ur sul dreist pep hini eo an eternite
Un iliz dreist pep iliz eo palez kaer Doue
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)