Bran (Bran, ou Le prisonnier de guerre)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Bran (Bran, ou Le prisonnier de guerre)

Chansons Bretonnes - Bran (Bran, ou Le prisonnier de guerre) Lyrics

Marc'heg Bran a zo bet tizhet;
Rak e kad Kerloan emañ bet.

E kad Kerloan, e-tal ar mor,
Oe tizhet mab bihan Bran-Vor.

Daoust d'hor gounid oe kemeret,
Ha glas-alaouret oe kaset.

Ha glas-alaouret pa zeuas,
E-barzh un tour, eñ a oelas:

-Va c'herent a drid hag a you,
Ha me war va gwele: ah ! you !

Me garfe kaout ur c'han-nader
A zougfe d'am mamm ul lizher.-

Ar c'hannader pa oe kavet,
Ar marc'heg en deuz kemennet:

- Ur gwisk all, va den, a wiski,
Gwisk ur c'hlaskour boued a-zevri

Va bizoù 'gemeri ivez;
Va bizoù aour, en arouez;

Ha d'am bro dal' ma tigouezhi
D'am mamm itron e ziskouezi.

Ha mar deu va mamm d'am dasprenn
Kannader, arouezi e gwenn;

Ha, siwazh din, ma na zeu-hi;
Va faotr, e du ec'h arouezi.-

Pa zegouezhas e bro Leon,
E oa o koniañ an itron

E oa gant he zud, diouc'h an daol;
An delennourien en o roll.

- Noz vat deoc'h, itron an ti-mañ:
Setu bizoù aour ho mab Bran,

E vizoù koulz hag ul lizher:
Ret eo e lenn, e lenn e-berr.-

-Tavit, telennourien, ho son;
Glac'har vras a zo em c'halon;

Tavit, telenourien, buan,
Paket va mab, ne ouien mann !

Ra farder ul lestr din fenoz,
Ma treuzin ar mor antronoz !-

Antronoz, eveus e wele,
An aotrou Bran a c'houlenne:

- Gedour, gedour, din livirit,
Lestr-ebet o tont na welit ?

- Aotrou marc'heg, na welan-me
Nemet ar mor-bras hag an neñv.

Ann aotrou Bran a c'houlennas
Gant ar gedour, da greizteiz c'hoazh:

- Gedour, gedour, din livirit
Lestr ebet o tont na welit ?

- Aotrou marc'heg, na welan tra
Nemet mor-evned o nijal.-

An aotrou Bran a c'houlennas
Gant ar godour d'ar pardaez c'hoazh.

- Gedour, gedour, din livirit
Lestr ebet o tont na welit ?-

Ar godour-gaou, pa e glevas,
C'hoarzhin-droug outañ a reaz:

- Ul lestr a welan-me pell-pell
Hag eñ foetet gant an avel.

- Na pez' arouez ? livirit krenn !
Daoust eo hi du, daoust eo hi gwenn ?

- Aotrou marc'heg, 'vel ma welann,
Du eo, m'hen toue ruz-glaou-tan !-

Ar marc'heg kaezh, pa 'n deus klevet,
Na mui na ken 'n eus lavaret;

Distreiñ a reas e zremm c'hlas,
Ha gant an derzhienn a grenas .

Hag an itron a c'houlenne
Gant ar gêriz pa zouare:

- Petra nevez a zo amañ
Pa glevan ar c'hleier tinsañ ?-

Un den kozh en deus lavaret
D'an itron pa 'n deus he c'hlevet :

- Eur ar marc'heg paket oa amañ,
Mervel en deus graet en noz-mañ.-

Oa ket he gomz peurlavaret
An itron d'an tour zo pignet.

En ur redek, o ouelañ ken,
Dispak-kaer ganti he blev gwenn.

Ken a oa 'r gêriz souezhet,
Souezhet bras oc'h he gwelet,

Gwelet un itron zivroad
Oc'h ober kañv hed ar straed.

Ken a lavare peb unan:
-Piv eo houmañ, hag a-beban ?-

An itron baour a lavare
Da dreizher an tour, pa errue:

- Digor, digor, prim an nor din !
Ma mab ! ma mab ! ra e welin !-

Pa oa digoret an nor vras
War gorf he mab en em strinkas;

Hag e vriataat a reas,
Ha biken goude na savas.

E maez ar stourm, e Kerloan,
Zo un dervenn a-us ar c'hlan,

Un dervenn, e-lec'h m'argilas
Ar Saozon 'raok dremm Youen-Vras

War an dervenn, pa bar al loar,
Bep noz en em zastum adar,

Mor-adar du-bailh o fluennoù,
Ul lommig gwad war o fennoù.

Ganto, ur Vranez-gozh louet,
Ganti ur Vran yaouank kevret.

Skuizh o-daou ha gleb o eskell:
O tont glas-alaouret, ouc'h pell.

Hag an evned a gan ur c'han,
Ker kaer, ma tav ar mor ledan.

Ar c'han-se, 'n ur vouezh i e gan
Nemet ar Vranez hag ar Vran.

Hag ar Vran en deus lavaret:
- Kanet, evnedigoù, kanet.

Kanet, evnedigoù ar vro;
Pell eus a Vreizh n'oc'h ket marv .


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)